Tifenn Merien ha Brendan Guillouzic-Gouret zo bet en em gavet sizhun ‘zo asambles gant o merc’h Lupita e ti-kêr Naoned. Deuet e oant da gerc’hat o levrig familh… Met unan divyezhek galleg / brezhoneg o doa goulennet kaout. Laouen e tle bezañ an dud yaouank gant an degemer en abeg ma oa ar wech kentañ da di-kêr Naoned lakaat embann paperioù ofisiel e brezhoneg. Marianne Vaidie a oa war al lec’h ivez da enrollañ soñjoù Brendan Guillouzic-Gouret. Un arouez eus ar c’hentañ eo ivez hervez Visant Roue anezhañ rener Pol Studi ha Diorren Ofis Publik Ar Brezhoneg.