Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant (La Regrippière) e-tal kichen Gwaled.
Klaskomp kompren petra eo resis an danvezioù organek hag a zo a-bouez bras evit gounit legumaj. Kaoz vo ivez eus implij ar c’hompost ha peseurt talvoudegezh a zo dezhañ.
D’ar Yaou 29 a viz Ebrel en Naoned ez eo aet kuit an arzourien a stank ar c’hoariva Graslin betek an DRAC da vanifestiñ. Livet oa bet ar savadur ganto e ruz ha staget outi boulomigoù krouget da aroueziañ ar sevenadur o vervel. Aozet e oa bet an darvoud-se dre ma oa bet kilet evit an teirvet gwech emvod kuzul broadel micherioù ar c’hoariva pe ar CNPS. Un emvod e lec’h ma oa sañset dont Roselyne Bachelot ministrez ar Sevenadur da dabutal gant an arzourien. Dre forzh huchal e oa deuet Marc Le Bourhis, rener al lec’h maez da eskemm gant an arzourien. Divizet eo bet ganto e teufe an aotroù Le Bourhis d’ar Gwener 30 a viz Ebrel d’an noz da dabutal er Graslin. Aziliz Peaudecerf e staj e Radio Naoned ar sizhun paseet ‘neus kaset he mikro ganti e teatr Graslin e Naoned. Klevet ‘vo Claire Oger.
Harperien ha harperezed feal an FC Naoned a zo dipitet bras gant stad ar c’hlub, ouzhpenn chom hep gwelet krogadoù abalamour d’ar c’hleñved-red.
Re zo re ! E miz Genver zo bet aozet manifestadegoù e-kerzh pleustradegoù ar re velen ha gwer evit goulenn groñs ma yafe kuit Waldemar Kita, perc’henn ha prezidant ar c’hlub abaoe 14 vloaz. Tamallet eo da gemer divizoù fall ha da vezañ re dost ouzh an arc’hant. Distruj a ra spered hag ene ar c’hlub hervez Steven Ion tremenet e studio Radio Naoned evit lavar deomp hiroc’h war stad ar re ganari a ziskenno marteze e Ligue 2 ar bloaz a zeu.