Ur gaozeadenn gant Manon Le Gourrierec ha Hoel Mahe diwar-benn ar gelaouenn Nidiad.
Ouzhpenn ar gelaouenn, klevet e vo hiroc’h diwar-benn o awen hag o levezon.
Hag ivez o darempred gant ar yezh, ar brezhoneg.
Ur gaozeadenn gant Manon Le Gourrierec ha Hoel Mahe diwar-benn ar gelaouenn Nidiad.
Ouzhpenn ar gelaouenn, klevet e vo hiroc’h diwar-benn o awen hag o levezon.
Hag ivez o darempred gant ar yezh, ar brezhoneg.
Buhez Bro Naoned, ar gronikenn evit lakaat war-well kevredigezhioù, lec’hioù ha start-upoù a vro Naoned, bep merc’her en abadenn Dihunaoned war Radio Kerne-Naoned.
Taolomp ur sell war ar gevredigezh Diyen Latigé hag ar c’hollektif des hébergeurs solidaires de mineurs isolés gant Anjela Ilias.
Emañ ar gevredigezh Dibab e soñj aozañ ur sontadeg war 5 departamant Breizh da c’hoût ali ar re a zo o chom e Breizh war poentoù evel : “Ar vretoned didou pe disuj ? Petra a soñjont da vat ? Petra a fell dezhe ? Penaos e welont o dazont ensavadurel ha politikel en ur mare cheñch-dicheñch”
Deuet eo Tifenn Merien da gaozeal eus ar raktres-se.
Displegañ a ra deomp penaos e labour Dibab evit arc’hantaouiñ koust ar sontadeg dre ar savenn-arc’hantaouiñ a-stroll Kengo.bzh – https://www.kengo.bzh/projet/1827/soutenez-un-sondage-exclusif-en-bretagne
Lakaat a ra ar gaoz ivez war ar roll goulennoù a vo savet asambles gant an embregerezh TMO.
Kaozioù ha Marvailhoù. Un abadenn kaset da benn gant Yann-Bêr Quirion bep Lun da 7e noz war Radio Kerne-Naoned.