“Ce qui est sur” setu anv filmig kentañ Manon Renault.
Un istor mignoniezh etre div blac’hig lakaet war-wel gant ar sevenourez.
Daria Aoustin a oa e staj e Radio Naoned c’hoant he deus bet da c’houzout un tamm hiroc’h diwar-benn Manon Renault, he film hag he liamm gant ar sinema.
Dre m’eo bet kaset ar filmig d’ar festivalioù, n’eus ket moaien kavout ar film war an internet met ma fell deoc’h sellet ouzh ar filmig, kit e darempred gant Radio Naoned hag e vo kaset deoc’h ul liamm prevez.
radio@radionaoned.bzh
Tag: radio
Atersadenn Benoit Lardiere : Ar strollad DENOAN
Denoan a zo ur strollad festoù-noz a Vro-Naoned. Tri den zo er strollad.
Benoit Lardière paotr an akordeoñs, Guillaume Audran gant ar gourbiolin hag Olivier Chené er vandolinenn.
Embannet o deus o fladenn gentañ. Benoit Lardière a zo tremenet e studio Radio Kerne Naoned evit lavar hiroc’h da Varianne Vaidie.
An amprevaned
Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant (La Regrippière) e-tal kichen Gwaled.
Gant Léo e klaskimp kompren petra eo perzhioù mat ha perzhioù fall an amprevaned.
Kaozioù ha marvailhoù : An dourlestr aour / Ar plac’h lemm he spered
An dourlestr aour
Ur roue a gav ur vlevenn e-mesk e varv. Kement-se a gaso da gemer divizoù spontus evit poblañs e rouantelezh.
Ar plac’h lemm he spered
Un aotrou a chome dizimez peogwir e soñje gouzout pep tra diwar-benn an dud hag an doare d’ ober ganto. Ne anaveze ket merc’h ar botaouer.