Abaoe an distro-skol ez eus ur genurzhierez nevez er gevredigezh Kentelioù an Noz !
Tara ADEUX ‘zo deuet ouzh mikro Marianne d’en em ginnig.
Abaoe an distro-skol ez eus ur genurzhierez nevez er gevredigezh Kentelioù an Noz !
Tara ADEUX ‘zo deuet ouzh mikro Marianne d’en em ginnig.
Jaime Da Silva, a-youl vat e Emglev-bro Bro-Gwened, ‘zo tremenet da doullañ kaoz gant Marianne.
Kinnig a ra ar gevredigezh ur staj war brezhoneg Bro-Gwened !
CROMEARTY (Ribines Records) !
A orin eus Brest e lec’h ma krog e-giz DJ e kemer perzh Cromearty e diorenn an tekno gant e Grew ar “SWITCH’ON”
Hemañ ‘zo kensaver al label Ribines Records a lak war-wel arzourien nevez leurenn elektro ar c’hornôg hag eo deuet maez a-drugarez dezhañ 2 EP disheñvel-mat o doare.
Cromearty a domm e biligoù e Naoned o seniñ e meur a davarn evel ar MOJO. Awenet gant traoù disheñvel a Alphex Twin da Maceo Plex e sav ar Warm Up dezho un doare dibar. Lakaat a ra e arvestourien da hejañ war beatoù Groovy enno House koulz a Tekno.
Ur gronikenn kinniget bep Yaou gant Liza Jakez-Vargas.
«Penn-kil-ha-troad», ar gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic’hortoz savet diwar lodennoù ar c’horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c’horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !
Geriaoueg c’harek ar sizhun (dre urzh al lizherenneg pe dost) :
Gar*, divhar/divesker (daouad), Garoù (liester)
Astenn e c’har/ e zivesker : mont kuit fonnusoc’h-fonnusañ (pe mervel)
C’hoari garig-kamm : c’hoari troadig-kamm (s.o. kronikenn an troad)
Div c’har, divhar o-div ! : troienn evit pouezañ
Divhar skañv : mibin, gouest da redek buan
Divesker sonn : divesker pounner
Firitelloù : divhar hir ha treut
Gar(enn) dre astenn : lodenn eus pezh dilhad, korzenn, sichenn, lodenn hir ha moan traezoù pe benvegoù bihan
Garad : poan-c’har
Garek : gant divesker vras
Garigoù : garoù bihan
Garwisk : Pezh dilhad a lakaer ouzhpenn evit gwareziñ ar c’har.
Kemer(Tapout/Kavout) hed e c’har : tec’hout kuit
Lezel e c’har gant unan bennak : lezel frankiz da vont gant unan bennak
Memor verr a rank kaout divesker hir : Gwelloc’h bezañ barrek
Mont evel gar ur c’hi en ur sac’h : bezañ gwisket fall
Pavioù : divhar al loened a c’hall bezañ implijet evit komz eus an dud ivez.
Peulioù, fleütoù, freilhoù, skasoù, kilhoroù : divesker er yezh pemdez
Mammennoù :
Geriadur Brezhoneg, em. An Here
Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg-brezhoneg, Francis Favereau, em. Skol Vreizh.
Dictionnaire Français-Breton, Martial Ménard, em. Palatines
Dictionnaire Classique Français-Breton, Reun ar Glev, em. Al Liamm