TEÑZOR AN ISTOR : Un abadenn kinniget gant Laorañs Garcia evit deskiñ istor bras Breizh, Bro-C’hall met ivez er bed a-bezh leun-chouk e vo ho spered war-lerc’h bezañ bet selaouet an abadenn-se.
Evit an abadenn gentañ e lak Laorañs ar gaoz war buhez Anna Vreizh !
Ur gronikenn kinniget gant Liza Jakez-Vargas.
“Penn-kil-ha-troad”, ur gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic’hortoz savet diwar lodennoù ar c’horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c’horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !
Geriaoueg bronnek ar sizhun (dre urzh al lizherenneg pe dost) :
Bronn* (unander), divronn (daouad), bronnoù (liester)
Notenn : implijet e vez divronn evit an dud ha bronnoù evit al loened
Askre : lec’h etre an divronn, kreiz, sez ar santadoù : eienenn ar vuhez dre astenn
Beg/Penn ar bronnoù, bronnenn* : organ gwagrennek ar bruched ma tever al laezh dioutañ p’o devez bet bugale
Bezañ ouzh ar vronn : ur babig ha n’eo ket dizonet c’hoazh, ac’h ev laezh o tont eus ar vruched.
Brennid* : lodenn eus an divskoaz a ya betek laez ar c’horf
Brennidenn* : pezh-dilhad a vez lakaet evit dougen an divronn
Bronn* : spegoù ar morgazhed peg ouzh o brec’hioù, traoù koeñvet, kreskennoù legumaj, traoù kromm (beg ur pod, ul lestr, ur chuk).
Bronneg(ed)* : rummad loened mellkeineged mammalia
Bronnek : bruchedet-mat
Bronduañ : Gloaz ma ra ar gwad takadoù du pe c’hlas-du (diwar bronn ha du)
Bronnig* laezh, bronn ar varaenn : koeñvadenn war ur varaenn el lec’h m’emañ bet o stekiñ ouzh un all er forn
Bronnig* ar c’had, ar c’havr, pe Bronnoù-koukoug : bleuñv gwezvoud
Bronn-vor* : divellkeineg eus ar spesad actinaria
Bruchediñ : en em harpañ war e vruched
C’hwezañ e vruched : c’hwezañ e skevent evit ober van da vezañ kreñv
Dispakañ e vronnoù : diskouez e vruched d’an dud
Kerc’henn* :rann ar c’horf zo en-dro d’ar gouzoug, bruched dre astenn
Reiñ bronn, bronnañ : magañ ar babigoù = reiñ chukig
Reiñ bronn d’ar bal : diskuizhañ o kemer harp war ar bal. Bezañ lezirek.
Pod-bronner : bured. Boutailhadig e lec’h ma lakaer laezh d’ar vugale.
Ur banne bronn :banne laezh roet d’ar babigoù
AR BZOU
Ur plac’h a gas ur vouchenn vara d’he mamm-gozh a-berzh he mamm. En ur c’hroazhent e kej gant ar Bzou. Soñj hoc’h eus ? Ha debret e vo, pe get ?
AN TRI ZILSAMM
Ur manati kollet tu bennak e menezioù Japan, un danvez manac’h hag ur wrac’h-kozh-ar-menez. Ha neuze, hañ, debret, pe get ?
KERNITRON-AL-LANN, UR RAKTRES SKOL DIWAN HAG UR FEST-NOZ D’E HARPAÑ !
Abaoe un nebeud mizioù bremañ e klever kaoz eus ur raktres skol Diwan e Kernitron-Al-Lann. Brendan Guilllouzic-Gouret ‘zo perzh eus ar c’huzul skoazell, deuet eo da astenn ar gaoz e mikro Marianne ha da zisplegañ deomp penaos e ra ar skipailh evit arc’hantaouiñ ar raktres dibar-mañ.
Fest-Noz skoazell : d’ar Gwener 25 a viz Here – da 8e noz – Sal Cassiopée e Kernitron-Al-Lann – 5 €
Gant : Sans Façon – A-Stroll – Pedrot-Lardière – Amzer ‘zo – Giuilia & Enora