Bep daou viz e vez lusket an abadenn-mañ gant Laorañs Garcia, a-youl vat e Radio Naoned !
Sonerezh folk, blues, blues grass kinniget gant mousc’hoarzh evit gwellañ plijadur ho tivskouarn ! En abadenn-mañ e ouestl Laorañs hec’h abadenn d’ar sonerezh a Vro-Iwerzhon.
1- Altan – Bacach Shil Andai
2- The Pogues – Dirty Old Town
3- Pauline Scanlon – Deathrairin o mo chroi
4- James Vincent Mcmorrow – This Old Dark Machine
5- Danu – Ten Thousand Miles
6- The Dubliners – Whiskey in the jar
Tag: radio
Gwenrann – Festival al levrioù e Breizh 2019
D’an 23 ha d’ar 24 a viz Du 2019 e oa bet dalc’het evit ar 16vet gwezh an FLB (Festival du Livre en Bretagne) e Gwenrann. Yann-bêr Quirion, a-youl vat e Radio Kerne-Naoned zo bet o pourmen e vikro a stal da stal. Tro ‘neus bet da doullañ kaoz gant embannerien koulz ha lennerien. Klevet e vo neuze :
– Gwenael MAZE (EMBANNADURIOÙ ABER) http://aber-bzh.info/emban/aberbzh.htm
– Mikael COIC (PREDER) http://preder.net/index.php/fr/
– Jérome BOUTHIER (SKOAZELL VREIZH) http://skoazell-vreizh.bzh/accueil.html
– Thierry JAMET (AN AMZER EMBANNER) https://letempsediteur.com/
– Lennerien ha lennerezed
Gwenael Maze eus an ti-embann ABER
Mikael Coic eus an ti-embann PREDER
Jerome Bouthier eus SKOAZELL VREIZH
Thierry Jamet eus an ti-embann AN AMZER EMBANNER
Lennerien
“An aourgi hag ar c’hrokodil” & “Ar c’houer, an arzh hag al louarnez”
AN AOURGI HAG AR C’HROKODIL
An aourgi a blij dezhañ debriñ kranked ha meskl e genou ar stêr, e disheol ar gwezh o delioù bihan ha bras. Diwall ! Ar c’hrokodil zo skoachet tu bennak.
AR C’HOUER, AN ARZH HAG AL LOUARNEZ
Ur c’houer zo mignon gant un arzh. Goulenn a ra digantañ hadañ boetrabez gantañ. Da vare an eost e ro da c’hopr d’an arzh ar pezh a zo a-us d’an douar hag e vir gantañ ar pezh a zo dindan an douar. Oups !
Penn-kil-ha-troad : Ar c’hein
Ur gronikenn kinniget gant Liza Jakez-Vargas.
“Penn-kil-ha-troad”, ur gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic’hortoz savet diwar lodennoù ar c’horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c’horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !
Geriaoueg keinek ar sizhun (dre urzh al lizherenneg pe dost) :
KEIN / KEINOÙ
Kein : rann a-dreñv etre ar c’hilpenn hag ar revr. Bezañ a-dreñv unan bennak. Rann a-dreñv lodennoù all eus ar c’horf pe traoù (fri, armel, kador, savadur…)
Kil : lodenn a-dreñv ar c’horf. Implijet evit deskrivañ tu enep d’an tu a weler da gentañ pe da bouezusañ (dorn, falz, kontell, medalenn…).
Ar re am meule dirazon am difrege a-dreñv da gein (krennlavar) : ar re a gomz brav dirazoc’h a c’hall droukkomz diwar o fenn da c’houde
A c’hwen e gein : bezañ gourvezet war e gein
Bezañ evel kein ha roched : en em glevout mat-tre gant unan bennak
Bezañ krommet e gein : bezañ daoubleget
Bezañ sec’h e gein : bezañ pizh
Bezañ war chouk unan bennak : atav oc’h evezhiañ unan bennak
Chouk : lodenn uhelañ ar c’hein
Choukañ : sankañ, leuniañ un dra bennak betek re
Flourañ kein unan bennak : bezañ jentil gant unan bennak evit kaout un dra bennak en eskemm
Keinal : klemm
Keinata, choukata : Kargañ un dra bennak war e gein
Kein Breizh pe Kein ar Vro : lesanvioù roet d’ar Menezioù-Are
Kein-dre-gein : mesk-ha-mesk
Keinek : ur c’hein bras/ledan gantañ·i
Kein-gwiz : Gorrekaerioù a dorr tizh ur c’harr.
Keinvan : klemm a ziskouez glac’har pe boan.
Keinvor : lodenn eus ar mor zo ar pellañ eus an oad.
Keinvro : lodenn eus ar vro zo ar pellañ eus ur gêr.
Keinwisk : pezh dilhad pe baper a wisk ar sportourien ha sportourezed, un niverenn warnañ da skouer.
Livenn-gein*, gwalenn-gein* : Ar regennad eskern bihan a-hed kein den pe loen.
Mell-kein : ar pezh a gaver el livenn-gein
Ober lamm-chouk-e-benn : ober ul lamm en a-raok o treiñ warnañ e-unan
Ober kein d’unan bennak : sikour un den o tougen anezhañ
Ober ar c’heinek : «kaout ur c’hein mat» e galleg flour
Pigosat war kein unan bennak : droukkomz diwar-benn unan bennak
Poan-gein
Sachañ ar c’hravazh/ar c’harr war e gein : desachañ trubuilhoù
Sac’h-kein
Sevel e gein : bezañ en ur stad gwelloc’h. Mont war wellaat.
Terriñ keuneud war kein unan bennak : droukkomz diwar-benn unan bennak
Treiñ kein da unan bennak : dilezel unan bennak