An hentenn divyezhek e Bro-Naoned he deus lidet e 20 vloaz. Yann-bêr Quirion a oa bet o pourmen gant e vikro e-kerzh ar gouel a oa bet aozet d’ar 16 a viz Du.
Eric Bainvel, skolaer e skol “Des Grand Bois” e Sant-Ervlan, Alan Faucheux a zo unan eus ar re gentañ o deus kemeret perzh er raktres ha Ronan Olivier tad ur skoliadez kozh o deus respontet da c’houlennoù Yann-bêr.
Abaoe m’eo yaouank tout eo bet maget Jerome Aka Medrol gant ar sonerezh. Mab bihan yves cariou, anezhañ kaner kan ha diskan e kreiz Penn-ar-Bed, e krog Jerome da skeiñ e dreid ouzh ar plañchod er festoù-noz asambles gant e dadig-kozh. Un nebeud bloavezhioù goude en em gav o seniñ toumperezh e strolladoù reagge, ska ha rock ‘n roll. Diwezhatoc’h avat e raio anaoudegezh gant bed ar sonerezh elektronek… DJ er c’henstroll Atomix e Mayotte, en em staliañ a ra Jerome en e gêr orin, Brest e lec’h ma krou ar c’henstroll Epistaxis asambles gant e gompagnun, The Grand Master Der ! Distroet da donioù “furoc’h”, eus an Indie Dance d’an Techno, eus an Tech House d’ar Break Beat, dont a ra da vezañ arbennik war an After Kitchen gant e vignoned Azeria ha Rudz.
Ar gronikenn buhez Bro-Naoned da selaou bep Merc’her en abadennoù DihunNaoned ha Naoned ‘m eus.
Ober anaoudegezh gant ur Start Up, ur gevredigezh pe c’hoazh ul lec’h e Naoned !
Aet eo Marianne da astenn ar gaoz gant Mael ezel eus An Derive. Hemañ a gont deomp penaos ‘mañ kont gant an davarn gevredigezhel-mañ, penaos e oa bet krouet, peseurt palioù, ar pezh a vez kinniget enni…
Dekadoù a viliadoù a dud oa bet en em vodet d’ar 5 a viz Kerzu 2020 evit diskouez e oant a-enep adreizh al leveoù kinniget gant gouarnamant Emmanuel Macron.
Tangi Gourtay zo o heulian stummadur 6 miz Skol an Emsav, deuet e oa d’ober ur sizhunvezh staj e Radio Naoned. E vikro gantañ e oa bet o rein dorn da Varianne war an dachenn. Klevet e vo amañ atersadennoù Marianne ha Tangi.