En distro skol-mañ zo bet ar brasañ niver a zigoradur klasoù divyezhek deus istor ar c’helenn divyezhek.
Dibaoe distro-skol 2019 ez eus bet digoret ur c’hlasad divyezhek e skol bublik André Chedid e Blaen gant 19 skoliad·ez.
A-drugarez da Ofis Publik Ar Brezhoneg ha youl an ti-kêr e c’hell bugale Blaen deskin brezhoneg er skol.
Céline Blatéron skolaerez divyezhek eno a zo ouzh mikro Marianne Vaidie.
Brice Sevin pe GARAK e anv leurenn ‘doa graet anaoudegezh gant ar sonerezh elektronek e penn kentañ ar bloavezhioù 90. Da 14 vloaz en deus e biligoù kentañ hag e lak un troad e bed an tekno awenet mat anezhañ gant Detroit, Berlin ha Pariz.
Aet kuit e-pad 12 vloaz da galedonia-nevez, GARAK a ro dorn da ziorren leurenn ar Pasifik. Aozer nozvezhioù ha festivalioù e sono hag e raio liammoù mignoniezh gant kalz a arzourien : Agoria, Oniris, Manu Le Malin, Electric Rescue, Sonic Crew, Guy J, Dj Oil, Guy Mantzur, Kevin Di Serna, Doctor Flake. Er bloavezhioù-se e raio GARAK e ved dijital dezhañ ur bed don ha flour…
Tost ouzh bretoned Astropolis e vo pedet da 24re gouel evit klozan an abadennoù Beau Rivage x Piknic Electronik dirak miliadoù a dud.
Deuet d’ar vro en-dro hag anavezet mat anezhañ e embann d’ar seizh avele broduksionoù o sinan gant labelioù evel Naeba Records pe Unstuck Musik. Ha n’eo ket echu c’hoazh.
TEÑZOR AN ISTOR : Un abadenn kinniget gant Laorañs Garcia evit deskiñ istor bras Breizh, Bro-C’hall met ivez er bed a-bezh leun-chouk e vo ho spered war-lerc’h bezañ bet selaouet an abadenn-se.
Evit an eil abadenn e lak Laorañs ar gaoz war dispac’h ar jenofl !