“Homañ deus he c’hwitell, hec’h unwisk, he c’halabousenn, hag he c’hartenn CGT !”
Bep daou viz e vez lusket an abadenn-mañ gant Laorañs Garcia, a-youl vat e Radio Naoned !
Sonerezh folk, blues, blues grass kinniget gant mousc’hoarzh evit gwellañ plijadur ho tivskouarn ! Ar wezh-mañ e ouestl Laorañs hec’h abadenn d’ar sonerezh Indie-Folk.
Ani DiFranco – Play God
Dan Bern – Black Tornado
Fleet Foxes – Mykonos
Laura Marling – What he wrote
Miidlake – Roscoe
Hay Babies – Bonnie and Clyde
Cathy Davey – Little Red
Bep daou viz e vez aozet ur bodad-lenn gant brezhonegerien ha brezhonegerezed a Vro-Naoned e mediaoueg KDSK (Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek).
Lenn muioc’h a levrioù e brezhoneg, diskoachañ levrioù pe diskoachañ en-dro levrioù ‘zo, eskemm gant an dud diwar-benn al levr-mañ-levr setu ar pezh a vez graet er bodad-lenn.
Odile Raynaudon-Kerzhero ha Danielle Padel a zo deuet betek studio Radio Naoned evit kontañ hiroc’h deomp.
KDSK : http://www.kdsk.bzh:8080/
Ur gronikenn kinniget bep Yaou gant Liza Jakez-Vargas.
«Penn-kil-ha-troad», ar gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic’hortoz savet diwar lodennoù ar c’horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c’horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !
BREC’H* (unander benel) / DIV(V)REC’H (daouad) / BREC’HIOÙ (liester)
Arvrec’h : lodenn etre ar vrec’h hag an arzorn
A-vrec’had : O vriata unan bennak PE kemer traoù gant e zivrec’h meur a-wech
Bevañ diwar-bouez e zivrec’h : gounid e vuhez a-drugarez d’ur vicher dorn
Brec’h-ha-brec’h : tud staget o brec’hioù an eil re gant ar reoù all
Brec’h : Danvezenn aozet diwar ur viruz lakaet dinoaz, a gontammer ganti gwad an dud evit o wareziñ diouzh ar c’hleñved-se.
Brec’hioù : d’an traoù (kadorioù, lunedoù, kravazh…) ha d’al loened (morgazh, kranked…)
Brec’h-nij* : kleñved pegus, diwar ur viruz, ma teu klogorennoù war ar c’hroc’hen hag a vez tapet gant ar vugale peurliesañ
Brec’h-zu* : Tifuz
Brec’hidigezh* : ar fed lakaat ar vrec’h e korf an dud
Brec’had : Poan vrec’h PE ar fed kaout ur bern traoù etre an divrec’h
Brec’hek : un den brec’hioù dezhañ·i.
Brec’hiata / Briata : stardañ un den pe tud etre e zivrec’h
Brec’hiet : a zo brec’hioù (bras, bihan, tev…) dezhañ·i
Brec’h-vor : Gwazh vor zo etre an douar-bras hag un enez pe etre div enez.
Brec’hwiskoù : Pezh a warez ar vrec’h eus un taol pe pezh a laka ar sportourien·ezed tro-dro d’o brec’h.
Dougen a-benn-brec’h : dougen e penn an divvrec’h, gant diaesterioù.
Divrec’h : hep brec’h ebet
Plegañ e vrec’h : ar pezh a reer evit evañ ur banne (sevel un ilin e galleg)
Reiñ brec’h : sikour
Mammennoù : Devri, Meurgorf, geriadur an Here, geriadur Galleg-Brezhoneg Martial Ménard, Geriadur enlinenn Favereau, Wikeriadur, Wikipedia