Guy ha Mathilde : Ar sonerezh e divskouarn ar vugale
Ar bloaz-mañ o deus kenlabouret Radio Naoned ha Skol an emsav evit kinnig d’ar stajidi ha stajiadezed ober anaoudegezh gant micherioù ar radio. Plijadur o deus kemeret o teskiñ sevel ur gronikenn, frammañ, kaozeal er mikro, sevel blenier un abadenn.
Ha deuet eo brav ganto, pemp abadenn vo da selaou liesseurt o danvezioù.
Ha setu abadenn Mathilde ha Guy a ginnig deoc’h un abadenn diwar-benn implij ar sonerezh hag ar c’hanaouennoù gant ar vugale.
Tud aterset :
Mallorie Creac’h
Maryvonne berthou
Skolidi ar Marsauderies
Tag: radio
Kronikenn Kristin diwar-benn Laz-kanañ Penn-ar-Bed
Kronikenn Laz Kanañ Penn-ar-Bed : ur gronikenn savet hag enrollet e-doug ar staj radio e KEAV.
Mirout had al legumaj
Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant (La Regrippière) e-tal kichen Gwaled.
Léo a zispleg deomp penaos mirout had al legumaj pe ar frouezh evit ar bloaz da zont, gant peseurt legumaj eo aes d’ober ha gant ar re n’eo ket.