Netra aesoc’h eget mont gant an hent d’un devezh pardon. Nag a drubuilhoù a vo koulskoude en abeg d’un aval ruz a blij kement d’ar yarig…
Perak en deus lakaet ur paour kaezh den en e benn kavout un den gwirion da baeron d’e vugel nevez ganet ? Ne vo ket aes ha kemmet e vo e vuhez…
Rudval eus Infinity Creation a ginnig e viks deomp.
Ganet e Kemper gant orinoù a Vro-Vartinik. Rudval ‘zo e anv gwir Valère. Abaoe 2000 emañ eñ o seniñ evel Dj. Krog e oa da seniñ gant ur stil Ragga Jungle, Drum & Bass e bed underground Penn-ar-Bed e-barzh an tavarnioù, ar c’hluboù pe gant mignoned. Emezelañ a ra goude-se e meur a strollegezh ha kregiñ a ra da seniñ gante e kornog ar vro. Tamm-ha-tamm e kerzh e deiziadoù e klask seniñ doareoù nevez evel ar sonerezh House hag an tekno.
Distreiñ a ra da Naoned adalek 2009 hag aze e raio anaoudegezh gant e genseurted, ganto e vo krouet ar strollad PHILADELA, hag a vo kinniget da dud ar Bassmusic hag an Dubstep betek 2013. Hiriv emañ Rudval programmour arzel e meur a lec’h, Dj e-unan-penn pe gant e vignon Zeppo.
Kinnig a ra deomp ur set doare afro-house, Techno-groovy pe c’hoazh blazioù sonerezh a bep seurt.
En abadenn-se e vo kaoz eus an aferioù poezon e-kerzh ren ar Roue Loeiz 14. Estreget un afer a zo met div afer a-benn ar fin, etre 1666 ha 1682.
D’ar mare-se e oa Bro-C’hall ur vro gaer-meurbet e-touez broioù all Europa ; ur bern brezelioù a oa bet gounezet. Piv ‘ta neuze a c’halle ijinañ e oa, er vro-se, ur rouedad vras a sorserien pe a veleien satanek hag a aoze oferennoù du pe aberzhioù tud ? Den ebet !
Gwashoc’h c’hoazh ! Ar bobl, divouezh, a zo kelaouet eus un dra spontus : an dorfedourien hag an ampoezonerezed a zo tost-tre da Roue An Heol, Loeiz XIV.
Kontet ‘vo deoc’h en abadenn-se neuze unan eus brasañ droukskouerioù, skandalioù ma faot deoc’h, Istor Frañs.