Mesaer Krouac’han a oa dezhañ tri mab. Tost da vervel e c’halv pep hini anezho da c’houzout hag e kemero unan anezho ar mesa e Krouac’han. Unan anezho en deus graet ha c’hoarvezet eo gantañ troioù souezhus. Ur gwir sorbienn hud.
Mesaer Krouac’han a oa dezhañ tri mab. Tost da vervel e c’halv pep hini anezho da c’houzout hag e kemero unan anezho ar mesa e Krouac’han. Unan anezho en deus graet ha c’hoarvezet eo gantañ troioù souezhus. Ur gwir sorbienn hud.
Setu eo digor ar chase en-dro ! Pierre ‘zo bet kizidikaet yaouank war gwirioù al loened pe c’hoazh ar plas o doa ar boudoù-bev war an tamm douar patatez-mañ. Vejetarian anezhañ, Pierre a gemer perzh ivez e strolladoù-stourm a-enep d’ar chase. Daoust m’eo dañjerus-mat stourm war an dachenn ez a Pierre alies da enebiñ ouzh chase war varc’h. Tremenet eo e studio Radio Naoned da zisplegañ ouzh mikro Marianne Vaidie penaos eo douget gant e stourmoù.
Setu abadenn gentañ JABADAO ! En abadenn-radio nevez gouestlet d’ar muzik, Mouli a ginnig deoc’h beajiñ gantañ a-hed hentoù-don ar muzik, muzik a bep seurt a blij dezhañ. En abadenn gentañ-mañ e vo selaouet tonioù leun a heol ha karantez evit lidañ an hañv ! Klevet ‘vo muzik ar Stadoù-Unanet eus ar bloavezhioù 50 (Professor Longhair, Wanda Jackson, The Coasters), ar bloavezhioù 60 (Nancy Sinatra & Lee Hazlewood), deus ar bloavezhioù 70 (Allman Brothers Band), un TUB ska mil-vrudet (Millie Small), un ton dibosupl da glasañ gant ur paotr eus an enezeien Bahamas (Exuma), ur c’haneur eus an Indez (Mohamed Rafi), Calypso (Harry Belafonte, Lionel Belasco), Surf music (The Chantays), Rock psyché (Choc, The Psychotics) ha Rock a Vro-Iwerzhon (Van Morrison) evit echuiñ.
Da glevet en abadenn :
PROFESSOR LONGHAIR – Going to the Mardi Gras
WANDA JACKSON – Let’s have a party
MILLIE SMALL – My Bop Lollipop
HARRY BELAFONTE – Jump in the line
LIONEL BELASCO – Miranda
EXUMA – Dambala
MOHAMED RAFI – Jaan pehechan ho
ALLMAN BROTHERS BAND – One way out
NANCY SINATRA & LEE HAZLEWOOD – Summer wine
THE COASTERS – Down in Mexico
THE CHANTAYS – Pipeline
CHOC – I want you to be my girl
THE PSYCHOTICS – If you believe me, don’t
VAN MORRISON – The way young lovers do
Gwenole ‘zo tavarnour en davarn Berthom e Naoned. Ha penaos e tle an davarnourien·ezed ober o zamm labour gant ar reolennoù yec’hed nevez ? Laurie Le Brouster, a-youl vat evit Radio Naoned, ‘deus mouchet he genou gant ur maskl, tapet he sonenroller ganti ha bet eo o kavout Gwenole war e lec’h labour. Laurie ‘deus goulennet gant Gwenole penaos e oa bet cheñchet e vuhez vicherel abaoe un nebeud mizioù.