Ur person gant e laer, unan all gant ur maouter a ya d’ an iliz evit ar wech kentañ, un den paour gwallchañsus dirak ar barner, hag un den kozh a zo kollet e gazeg.
En abadenn-se e vo komzet eus glad Naoned. Un darvoud displijus ha trist evit an holl vreizhiz a zo bet c’hoarvezet e-penn kentañ an Hañv : tan-gwall iliz-veur Naoned, iliz-veur Sant-Pêr-ha-Sant-Paol. Holl vreizhiz pe douristed a anavez ar savadur-se, ken brav ha meurdezus eo. Met daoust hag-eñ e anavezit istor an iliz-veur-se ? Ne oarit ket ? Selaouit ouzhimp neuze.
Aozer nozvezhioù PAN-PAN e Naoned, OR’l ‘neus bet tro da bediñ : Tronik Youth, Reno (House of Moda), Paulette Sauvage, Cool Kit, Niv Ast, MontCosmik, Alda, Kino Todo, RAG, Kiddy Smile, Alder, David Shaw, Damon Jee, Ravintsara …
Er c’houlzad 2016-2017 e oa e karg eus programmadur an nozvezhioù CLUB NUIT el Lieu Unique e Naoned ! Aze ‘noa degemeret : Kiddy Smile, Cosmo Vitelli, House of Modan pe c’hoazh Shaun J. Wright.
OR’l’neus lañset ivez an nozvezhioù Fair-Play e L’escalier Club e Sant-Maloù. Abaoe 2001 e ped bep miz arzourien etrevroadel evel : Leon Vynehall, Mr Ties, Detroit Swindle, Kink, Jeremy Underground, Kyodai, Marc Romboy, Agoria. Kas a ra an dud davet dremmwelioù pell, davet diskoachadennoù sonerezh hedoneg. E sonerezh : Indie-Dance, Dark Disco, Afro-House.
E-pad bloaz en deus bevet Mazheas en Aostria. Eno en doa arvestet da ouel sevenadurel Aufsteirern ha gwelet evit ar wech kentañ dilhadoù hengounel ar vro. Displegañ a ra deomp en e gronikenn an diforc’hioù etre dilhadoù hengounel Breizh ha reoù Bro-Aostria.