Abaoe 2018 ez eus moaien deskiñ brezhoneg dre gentelioù-noz e Redon. Amandine Streff zo prezidantez ar gevredigezh Gwelet ‘vo hag Alice Chour-Darmes sekretourez. Respontet o deus int o-div da c’houlennoù Marianne Vaidie.
Bev eo ar brezhoneg e Roazhon ha bev-mat ! Ouzhpenn 10 vloaz ‘zo bremañ e oa bet krouet ur c’henstroll da vodañ izili ar c’hevredigezhioù ar vro a ra gant ar brezhoneg. Brezhoneg e Roazhon ‘noa kinniget un destenn d’an ti-kêr evit ma vo diorroet implij ar yezh er vuhez foran en dazont. Daoust d’an ti-kêr bezañ bet sinet ar garta-mañ n’eo ket bet tizhet an holl balioù c’hoazh !
Olier Ar Mogn, rener skiantel Ofis Publik Ar Brezhoneg e Roazhon, ‘zo bet ouzh mikro Marianne Vaidie. Displegañ a ra deomp palioù kenstroll Brezhoneg e Roazhon, ha petra a ra diouer er veurgêr.
Gwenn’ zo anavezet mat gant selaouerien ha selaouerezed Radio Naoned evit e gronikenn Labous Web. Paotr an teknologiezhioù eo Gwenn ! Abaoe ur pennadig bremañ e implij ar rouedad Discord evit c’hoari en linenn, ha c’hoari e brezhoneg mar-plij. Estreget c’hoarioù-video brezel a vez kinniget. C’hoarioù strategiezh evel “Age Of Empire” a zo ivez. Met n’eo ket Discord un dra gouestlet d’ar “Gamers” hepken ! Div sizhun ‘zo e oa bet krouet ur “Saloñs” pe ur gaozeadenn evit ar re a fell dezho eskemm e brezhoneg dre gentelioù pe Chat.
Un intrudu a-feson hag a ra berzh da vare an dispell. 250 den zo bet koumanantet dija ! Gwenn ‘neus respontet da c’houlennoù Marianne Vaidie dre bellgomz.