Ar gevredigezh AMI ( Accompagnement – Migrant – Intégration) a ra e seizh gwellañ evit sikour ar repuidi da vezañ enframmet er gevredigezh.
Ar pal a zo ambrougañ anezho evit ma c’hellfent kaout ul live buhez dereat.
Sikour anezho evit o faperioù da gas er prefeti hag evit kaout ul labour ha kinnig a reont stalioù a bep seurt …
Catherine Libault prezidantez ar gevredigezh en eus displeget pep tra da Marianne Vaidie.
Tag: Radio Naoned
Ar paotr kozh Mizer ha Sant-Per
Istor ur paotr kozh hag e wreg a vo profet dezho ur favenn gant Sant-Per a oa o vale dre hentoù Breizh. Ur favenn ! N’eo netra. N’eo ket sur.
Diwan Naoned Su : Diaes ar jeu evit an adskol
Digor eo skol Diwan Naoned Su abaoe 2012 hag abaoe 2015 o deus dilojet er c’harter Clos-Toreau.
6 bloaz zo neuze emañ ar skolidi hag ar skipailh o labourat e-barzh ranndioù prestet gant ti-kêr Naoned.
Hag evel-just n’eo ket kondisionoù dreist evit ar vugale, an atsemed hag ar skolaerien.
Laurie Le Brouster a-youl vat evit Radio Naoned a zo bet o reportajiñ eno.
An dud aterset Flors Quatrevaux skoazeller, Marie Ronvel skolaerez, Mael tad ur bugel ha skolidi.
An dizingalded etre ar merc’hed hag ar baotred er skol gant Mathilde
An dizingalderioù etre ar merc’hed hag ar baotred a grog er skol.
Diwar studiadenn Edith Maruéjols, doktorez war an douaroniezh, e tispleg Mathilde deomp implij ar porzhioù-skol kentañ derez gant ar vugale.
Ar baotred a c’hoari mell-droad e-kreiz hag ar merc’hed a chom war ar bordoù.
Hervez Mathilde eo pouezus en em soñjal war an dra-se rak ar porzh-skol a zo al lec’h foran kentañ ma vez darempredet gant ar vugale.