Reuz zo e Sant-Per-Raez abaoe un nebeud mizioù bremañ. Abalamour da betra ? Raktres ur Surf Park !
Petra eo ur Surf Park ? DA betra servij ? Piv ‘zo a-dreñv d’ar raktres-se ?
Tangi Poisson hag Ewan Thébaud, izili ar strollad Dispac’h o-daou, zo deuet da zisplegañ deomp o stourm a-enep ar raktres Surf Park-mañ.
Emañ skolioù Diwan o tigeriñ un tamm pep lec’h e Breizh en o-zouez ur raktres skol e Kernitron-al-Lann.
Ur strollad tud yaouank zo o paouez krouiñ kuzul skoazell ar skol.
Tifenn Merien, Prezidantez – Brendan Guillouzic-Gouret, teñzorour – Ewan Thébaud, sekretour.
Aozet ez euz bet ganto un emvod foran e Kernitron-al-Lann da gelaouin an dud eus ar raktres met ivez displegañ petra eo an hentenn Diwan hag ar c’helenn dre soubidigezh.
Tifenn Merien, Prezidantez ar c’huzul skoazell zo bet ouzh mikro Marianne Vaidie da zisplegañ munudoù ar raktres. Klevet e vo ivez Agnes Corven, skolaerez e Skol Diwan Naoned, a oa deuet da lakaat ar gaoz war ar soubidigezh yezhel.