Yann en deus ur vuoc’h. An Aotroù a lazh e vuoc’h. Ha spontus eo evit Yann ? N’eo ket, Yann ‘zo un den laouen e spered. Kemer a ray plijadur o c’hoari troioù d’ar mestr, hag erfin e vo pinvidikoc’h eget ma oa a-raok bezan kollet e vuoc’h.

Bac’het en ti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
Ar skolaer Kaou Dono diwar-benn an distro-skol aterset gant Benjamin Bouard.
Mael Gwenneg rener-programmoù e brezhoneg e Frañs 3 diwar-benn ar prizioù hag ar chenchamantoù e FR3 ‘blam d’ar c’hovid 19. Un atersadenn graet gant Tunvezh Wlagen-Granjean
Un tamm bruderezh diwar-benn ar gevredigezh “Restachoù Mad” e Plozevet gant Benjamin.
Ar soner Michel Toutous, a gemer perzh e-barzh ur film savet gant Phillippe Guilloux diwar-benn an dañs-tro. Un atersadenn graet gant Tomaz Laken.
An embregerezhioù VS ar Stadoù gant Laeticia Fitamant
Keleier gant Neven Penneg
Ti-Jean ‘zo nebeud a dra evit e vestr. Ne ra forzh, c’hoari a ra troioù dezhañ. Bourdoù hag a gaso e vestr da netra.
Ar verc’hodenn
Iskisat poupinell. Chans ‘vo ganeoc’h mar bez kinniget, hogen mar bet laeret pe brenet diganeoc’h, eo traoù fall a c’hoarvezo deoc’h.
Danserien an noz
A-wezhoù e kejer gant kornandoned o tansal da serr-noz. M’ho pedomp, na nac’hit ket ! Ken laouen int ouzh ho pediñ. Un dro dañs zo ur pennad plijadur a ray ac’hanoc’h un den kaeroc’h ha brokusoc’h.