Ur wezh e oa ur yarig vihan ruz… Ha piv n’en deus biskoazh klevet gerioù kentañ ar sorbienn-se ? Lavaret eo gant Valérie, hag Annie a lavaro ur sorbienn mil anavezet all hag a blij kement d’ar vugale : “roul galetezenn”… Da echuiñ e vo selaouet ouzh ur sorbienn dianav eus Bro-Iwerzhon : “Ar wastell hud”. Dianav ?! Selaouit mat…
Ar paotr lesanvet Porcarol zo bet ret dezhañ ober a bep seurt micherioù, ha redek dre ar bed. Troc’het eo bet e benn dezhañ zoken. Met talvezout a rae ar boan.
Ur gronikenn kinniget bep Yaou gant Liza Jakez-Vargas.
“Penn-kil-ha-troad” ar gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic’hortoz savet diwar lodennoù ar c’horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c’horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !
Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
Arzhur Thouvenin : ur film savet gantañ hag e genseurt François Langlais diwar-benn ar Jiletennoù Melen e Sant-Nazer. (Imagine demain on gagne setu anv ar film).
Marc Perrot eus ar strollad Robin an Toennoù, un nijal diwar-benn an dud a stourm a-enep ar 5G
Trefina Kerrain eus an UDB diwar-benn an dilennadegoù rannvro e 2021
Kronikennoù : David Le Bourhis (Gweladenn Belfast) ha Padrig Renaudineau (ar Phishing).