Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant (La Regrippière) e-tal kichen Gwaled (Vallet).
Kendalc’homp gant ar gwez er gronikenn desaver Buzhug.
Leo Gefard-Michel a zispleg deomp peseurt gwez neus klasket plantañ hag efed tommadur an hin war ar gwez.
Tag: Radio Kerne-Naoned
Plantañ Gwez 1/2
Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant (La Regrippière) e-tal kichen Gwaled (Vallet).
Daoust hag-eñ e diaes plantañ gwez hag ober ho tro ? Petra eo ret doujañ evit ma c’hellfe kreskiñ ar gwez ?
Ar respont diouzhtu gant Leo Gefard-Michel evit ar gronikenn Desaver Buzhug.
Flik ha Folk #10
Spi ‘m eus e oa brav an Hañv hag ar vakañsoù ganeoc’h. Echu rouzañ dindan an heol ; poent eo distreiñ d’ar vuhez !
Hag evel-just adkregiñ selaou ouzh ho abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk, an abadenn« Flik ha folk »!
Hiziv e vo mesket a bep seurt tonioù a-benn dihuniñ ho pennoù, hanter-gousket gant an ehan hir-se. Un abadenn gouestlet dreist-holl da Vro-Amerika.
Ma ya, estreget traoù nul a zo er Stadoù-Unanet evel Trump pe ar boued-fall.
Bout zo ivez ar folk hag ar blues !
Prest da veajiñ e Bed ar sonerezhioù-se ? Digoret eo ho tivskouarn ?
Deomp de’i neuze !
An Hippied
Evit abadenn an distro-skol 2021 eo bet dibabet kontañ deoc’h istor emsav ar blev-hir, an hippied rak sur, oc’h bet o riboulat er festivalioù en-dro e-pad an Hañv ! Deus pelec’h e teu an emsav-se ? Perak eo bet (hag emañ c’hoazh) ken brudet er Bed a-bezh ?
Ha dreist-holl petra a chom deus ar soñjoù-se. Hag evel-just e vo selaouet ouzh tonioù sonerezh ar mareoù-se.
Deomp de’i neuze !