Gant ur sonerezh teñval ha desachus, an Dj Alpaïde a lako ac’hanoc’h da veajiñ betek harzoù e hollved arzel digor-mat.
Soner ha produer, klask a ra furchal en holl sevenadurioù, amzerioù hag en holl levezonoù tro-dro dezhañ evit kinnig deoc’h ur sonerezh breaké, stokadennet ha dañsus pe c’hoazh hunvreel.
Ur stlapadenn hag ur flouradenn eo.
Ar groove hag ar sioulder pe c’hoazh an trans hag an arvesterezh.
Tag: Radio Kerne-Naoned
Istor ar Joint Français e Sant-Brieg
Hiziv, e-pad 30 munutenn e vo kontet pe adkontet deoc’h istor harz-labour un uzin vrudet amañ e Breizh, un harz-labour e Sant-Brieg, er bloavezh 1968.
Da lâret istor ar« Joint Français »hag en eus padet daou viz.
Bretoned voe a-gevret gant al labourerion ha dre an harz-labour-se e teu da vezañ unan eus ar bec’h sokial pouezus en istor politikel hag en emsav Breizh evit difenn an identelezh rannvroel.
Ur vagouri evit ar plant
Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant
(La Regrippière) e-tal kichen Gwaled (Vallet).
Hiriv gant Leo gefard-michel e vo diskoachet ar vagouri staliet dindan an ti-gwer.
An ostilhoù
Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant
(La Regrippière) e-tal kichen Gwaled (Vallet).
Peseurt ostilhoù da gaout evit liorzhañ ? Ar respont diouzhtu gant Léo Gefard-Michel.