“A’i on kozh ! Poent eo din ober un dra bennak”
D’ar Sadorn 25 a viz Mae 2019 e oa galvet gant Diwan da vanifestiñ un tamm pep lec’h e Breizh. E Naoned e tispleg Gireg, skolaer ha rener skol Diwan Sant-Ervlan, penaos vez lakaet diaes ar skolioù abalamour d’o c’hudennoù arc’hant.
Bet omp o toullañ kaoz gant bugale da c’hoût hag-eñ oant lakaet diaes gant ar yezhoù.
Gant ar gevredigezh Kelennomp oa bet aozet un emvod er greizenn Yezhoù ha Sevenadur. Pal an emvod-se, toullañ kaoz gant ar re a gelenn brezhoneg e Bro-Naoned, renabliñ asambles ganto diaesterioù bed ar c’helenn, keñveriañ an diforc’hioù labour etre akademiezh Roazhon hag hini Naoned.
Brewal Runigou ha Renan Kerbiquet a zispleg deomp petra eo kelennomp ha petra int deuet d’ober e Sant-Ervlan.
Lârout a reont ivez o soñj diwar-benn komzoù ministr an deskadurezh stad ha penaos emañ ar jeu gant ar skolioù Diwan.
Pellgargañ