D’ar 16 a viz Here oa bet aozet gant poellgor Naoned Breizh Unvan un diviz bras. Pedet oa bet Julie Laernoes, danvez maerez e ti-kêr Naoned anezhi, da gemer perzh ha da embann he soñj war sujedoù evel an adunaniñ pe ar brezhoneg. Melaine zo bet o c’houlenn ganti penaos ‘doa kavet an eskemm-mañ gant emsaverien Bro-Naoned.
Eilmouezhiañ gant Liza Jakez-Vargas.
Un eurvezh hanter asambles gant Gael Roblin ha Brendan Guillouzic-Gouret evit dielfennañ disoc’h sontadeg Dibab – UR SONTADEG EVIT BREIZH !
Adunaniñ, demokratelezh ha referendom, galloudoù lec’hel ha gwir da zivizout e Breizh… Gael ha Brendan a zispleg deomp dre ar munut penaos ha perak he deus bet c’hoant ar gevredigezh Dibab atersiñ ar Vretoned hag ar bretonezed.
Klevet e vo ivez Tifenn Merien Prezidantez DIBAB ha Lena Louarn Bez-Prezidantez Rannvro Breizh.
Un abadenn lusket gant Marianne Vaidie ha Melaine Looten e studio Radio Naoned.