Setu adkroget eo hoc’h abadenn muiañ karet, Flik-ha-Folk war Radio Kerne-Naoned, an abadenn diwar-benn ar sonerezh folk, blues ha bluegrass.
Klasket ‘vo, a-hed ar bloaz, lakaat ac’hanoc’h d’ober anaoudegezh gant tonioù ha sonioù a bep seurt c’hoazh.
Hag evit ar 6vet abadenn e vo selaouet ouzh tonioù folk, blues pe bluegrass eus un tamm pep lec’h.
1- Bert Jansch – Needle Of Death
2- The Petersens – Jolene
3- Ray Charles – What I’d Say
4- Zora Young – Brain Damage
5- George Harrison – My Sweet Lord
6- First aid Kit – My silver lining
Ur gronikenn kinniget bep Yaou gant Liza Jakez-Vargas.
“Penn-kil-ha-troad” ar gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic’hortoz savet diwar lodennoù ar c’horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c’horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !
Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
Arzhur Thouvenin : ur film savet gantañ hag e genseurt François Langlais diwar-benn ar Jiletennoù Melen e Sant-Nazer. (Imagine demain on gagne setu anv ar film).
Marc Perrot eus ar strollad Robin an Toennoù, un nijal diwar-benn an dud a stourm a-enep ar 5G
Trefina Kerrain eus an UDB diwar-benn an dilennadegoù rannvro e 2021
Kronikennoù : David Le Bourhis (Gweladenn Belfast) ha Padrig Renaudineau (ar Phishing).
Yann Paulet hag Anne Desallais eus ar stal Legumaj’Kergwenn
Liza Jakez Vargas staj hañv kenaozet gant Kentelioù an Noz ha Skol an Emsav
Jean-Paul Runigo eus ar gevredigezh Dour ha Sterioù Breizh diwar-benn aloubadeg ar bezhin glas er Mor-Bihan. (gant RBG)
Kronikennoù : Laurence Garcia diwar-benn bandenn-dreset Ines Léraud “Algues vertes – L’histoire interdite”
Joel Le callonec diwar-benn al liamm etre Porzhmagee (Iwerzhon) ha Naoned.
Laetitia ar bed o treiñ : Valentina Terechkova ar vaouez kentañ en Egor.