Yann-Bêr Quirion a ran ganeomp e breder diwar-benn ar c’heleier a vez embannet bemdez gant ar media-mañ-media ! Sed amañ e daol-imor harpet diwar an traoù en deus klevet er radio pe lennet er c’hazetennoù.
Yann-Bêr Quirion a ran ganeomp e breder diwar-benn ar c’heleier a vez embannet bemdez gant ar media-mañ-media ! Sed amañ e daol-imor harpet diwar an traoù en deus klevet er radio pe lennet er c’hazetennoù.
Un ekologourez penn-kil-ha-troad eo Aude ! Evit he ferzh kentañ er stal sevel ur gronikenn he deus dibabet lakaat ar gaoz war un amprevan gouest da spontañ an dud. Ar c’hwiliorez european pe ar bennmarc’henn !
Juluan hag al Louarn ! Setu anv al levr nevez deuet maez gant an embannadur Timilenn. Tifenn Merien zo prezidantez kevredigezh
an ti-embann, deuet eo da gontañ da Varianne Vaidie penaos eo bet kaset da benn al labour treiñ e brezhoneg levr Joe Todd-Stanton. Ul levr evit ar vugale ‘ni eo evel Sekred ar c’hazh embannet gant Timilenn e 2019 !
An ti-embann yaouank a vo gwelet e Saloñs al Levrioù e Karaez an dibenn-sizhun-mañ ! Gall a reot dont da gaozeal gant tud ar gevredigezh ha prenañ o levrioù war-eeun diganto.
Setu eo digor ar chase en-dro ! Pierre ‘zo bet kizidikaet yaouank war gwirioù al loened pe c’hoazh ar plas o doa ar boudoù-bev war an tamm douar patatez-mañ. Vejetarian anezhañ, Pierre a gemer perzh ivez e strolladoù-stourm a-enep d’ar chase. Daoust m’eo dañjerus-mat stourm war an dachenn ez a Pierre alies da enebiñ ouzh chase war varc’h. Tremenet eo e studio Radio Naoned da zisplegañ ouzh mikro Marianne Vaidie penaos eo douget gant e stourmoù.