D’ar Sul 26 a viz Genver e vo fardet Kig-ha-Farzh gant kuzul skoazell skolaj Diwan Liger-Atlantel.
Bertrand Lescoët zo perzh eus ar c’huzul skoazell, deuet eo da gaozeal ouzh mikro Marianne Vaidie.
Mirit ho plasoù : 06.81.88.48.28 / skoazell.skolaj.sant-ervlan@diwan.bzh
En distro skol-mañ zo bet ar brasañ niver a zigoradur klasoù divyezhek deus istor ar c’helenn divyezhek.
Dibaoe distro-skol 2019 ez eus bet digoret ur c’hlasad divyezhek e skol bublik André Chedid e Blaen gant 19 skoliad·ez.
A-drugarez da Ofis Publik Ar Brezhoneg ha youl an ti-kêr e c’hell bugale Blaen deskin brezhoneg er skol.
Céline Blatéron skolaerez divyezhek eno a zo ouzh mikro Marianne Vaidie.
TEÑZOR AN ISTOR : Un abadenn kinniget gant Laorañs Garcia evit deskiñ istor bras Breizh, Bro-C’hall met ivez er bed a-bezh leun-chouk e vo ho spered war-lerc’h bezañ bet selaouet an abadenn-se.
Evit an eil abadenn e lak Laorañs ar gaoz war dispac’h ar jenofl !
Visant Roue, rener pol studi ha diorren Ofis Publik Ar Brezhoneg e Bro-Naoned a zo ouzh mikro Marianne Vaidie.
Gantañ e vo graet ur poent war an araokadennoù graet gant OPAB e Breizh pemp departamant.
Penaos vez gouzañvet ganto an diforc’h etre Rannvro Breizh ha hini Broioù al Liger.
Ar politikerezh yezh a vo lakaet war-wel ivez, peseurt binviji a vank dezho evit diorren ar brezhoneg el Liger-Atlantel ha strivoù ar c’humunioù da ziskouez muioc’h a vrezhoneg en o c’hêrioù.