Fablennoù : diouzhtu e vez soñjet e re “Jean de la Fontaine” troet e galleg ken flour evel-just !
Met araozo e oa brudet-tre reoù Esope, e gresianeg kozh.
Lod al lennegezh hengounel e vezont er bed a-bezh ! E brezhoneg e vezont kavet ivez ?
N’eus ket pell eo bet klokaet hag embannet oberenn an aotrou Combeau, deus an XIXvet kantved, gant Daniel Doujet.
Ar stal ganañ a vez aozet bep miz gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz.
Kristin David e-penn ar stal a zispleg deomp penaos e tremen ar stal.
Annie ha Danielle anezho perzh eus ar stal-mañ a vo klevet ivez.
Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK) ha kreizenn Yezhoù ha Sevenadur o deus pedet ar grafour Fañch An Henaff da skritellañ e labour e sal diskouezadegoù Yezhoù ha Sevenadur.
Ul labour levezonet gant ur vuhez sevenadurel ha sokial e Breizh.
Gantañ e vo lakaet ar gaoz war ar graferezh, e levr embannet e miz Ebrel 2019, “Skeudennoù : Images et Point de vue” hag an diskouezadeg.
Un atersadenn lusket gant ur weladenn aozet evit stajidi Skol an Emsav.
NOTENNIT EN TEZIATAERIOÙ : KDSK ha Yezhoù ha Sevenadur a ro emgav deoc’h d’an 28 a viz Meurz da 3e evit astenn ar gaoz gant Fañch An Henaff. E ti Yezhoù ha Sevenadur e vo skignet ar film GrafHerezh *: Fañch Le Henaff, portrait, Fañch a responto d’ho koulennoù goude ar skignadenn. Gallout a reot prenañ e levr Skeudennoù : images & points de vue digantañ a lakaat anezhañ d’e sinañ.
En abadenn-se e vo komzet eus ar merc’hed ! Poent eo lakaat war-wel ar merc’hed o deus graet an “Istor Bras” er Bed. Hag ouzhpenn unan a vo, evel-just.
En abadenn 3 e vo kaoz eus Bathilde, sklavez ha rouanez Frañs, Lucie Cousturier, livourez añgajet e penn-kentañ an 19vet kantved hag evit echuiñ Pearl Gibbs, ur stourmerez evit tud orin Aostralia.