Setu hoc’h abadenn muiañ karet, evel-just, Flik-ha-Folk war Radio Naoned, an abadenn diwar-benn ar sonerezh folk, blues ha Bluegrass. Ha na plijus eo selaou ouzh sonerezh pa n’haller ket mont da riboulat er sonadegoù pe er gouelioù-meur !
Hiziv, evit an 9vet abadenn e vo beajet er Stadoù-Unanet, e Bro-Ganada, e Bro-Saoz hag amañ e Breizh, e Liger-Atlantel. Ha selaouet ‘vo ouzh un tamm soul evit ur wech !
Prest da veajiñ ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !
Tag: Laorañs
Flik ha Folk #8
Kozh ha yaouank, bras ha bihan, bloavezh mat deoc’h a reketan : labour didorr, boued tomm ha poazh, kig-ha-farz a grabadennoù, a-hed ar vuhez kalon laouen ha dreist-holl ma vo eürus ho planedenn !
Prometet ‘moa, abaoe pell, d’am flac’h Madalenn, 12 bloaz, lakaat tonioù a blij dezhi. Ma, neuze, evit kregiñ ar bloavezh nevez e vo selaouet ouzh tonioù a bep seurt dibabet ganti. Un tamm rockoc’h e vo neuze !
Ma, evit poent, aze’it en ho kador rodek muiañ karet. Prest ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze evit abadenn Madalenn !
Iliz-Veur an Naoned
En abadenn-se e vo komzet eus glad Naoned. Un darvoud displijus ha trist evit an holl vreizhiz a zo bet c’hoarvezet e-penn kentañ an Hañv : tan-gwall iliz-veur Naoned, iliz-veur Sant-Pêr-ha-Sant-Paol. Holl vreizhiz pe douristed a anavez ar savadur-se, ken brav ha meurdezus eo. Met daoust hag-eñ e anavezit istor an iliz-veur-se ? Ne oarit ket ? Selaouit ouzhimp neuze.