Demat deoc’h holl selaouerien Radio KerneNaoned. Amañ Laorañs gant an abadenn e selaouit pizh bep Yaou pe bep Sul pa ne oarit ket petra ober pa n’emañ ket brav an amzer er-maez, an abadenn Flik-ha-Folk, hoc’h abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk !
An Diskar-Amzer a zo erruet, an Hañv ne vo ket pell, neuze eo poent distreiñ dindan ar plaidoù, evañ un tasad chokolad gant laezh ha selaou sonerezh ha tonioù a-feson.
Evit en 11vet abadenn e vo kinniget deoc’h ur meskaj deus un tamm pep lec’h.
Prest da veajiñ e Bed ar folk, ar blues pe ar bluegrass ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !
Tag: Flik ha Folk
Flik ha Folk #10
Spi ‘m eus e oa brav an Hañv hag ar vakañsoù ganeoc’h. Echu rouzañ dindan an heol ; poent eo distreiñ d’ar vuhez !
Hag evel-just adkregiñ selaou ouzh ho abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk, an abadenn« Flik ha folk »!
Hiziv e vo mesket a bep seurt tonioù a-benn dihuniñ ho pennoù, hanter-gousket gant an ehan hir-se. Un abadenn gouestlet dreist-holl da Vro-Amerika.
Ma ya, estreget traoù nul a zo er Stadoù-Unanet evel Trump pe ar boued-fall.
Bout zo ivez ar folk hag ar blues !
Prest da veajiñ e Bed ar sonerezhioù-se ? Digoret eo ho tivskouarn ?
Deomp de’i neuze !
Flik ha Folk #9
Setu hoc’h abadenn muiañ karet, evel-just, Flik-ha-Folk war Radio Naoned, an abadenn diwar-benn ar sonerezh folk, blues ha Bluegrass. Ha na plijus eo selaou ouzh sonerezh pa n’haller ket mont da riboulat er sonadegoù pe er gouelioù-meur !
Hiziv, evit an 9vet abadenn e vo beajet er Stadoù-Unanet, e Bro-Ganada, e Bro-Saoz hag amañ e Breizh, e Liger-Atlantel. Ha selaouet ‘vo ouzh un tamm soul evit ur wech !
Prest da veajiñ ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !
Flik ha Folk #7
Setu hoc’h abadenn muiañ karet, evel-just, Flik-ha-Folk war Radio Kerne-Naoned, an abadenn diwar-benn ar sonerezh folk, blues ha bluegrass.
An abadenn-se a vo gouestlet d’ar blues ha dreist-holl da strolladoù blues a vez kavet ‘ba Breizh hag a vo da ziskoachañ ha da selaou outo war leurennoù Breizh un deiz bennak marteze pa vo aet kuit ar sapre Covid-se !
Ma, evit poent, azezit en ho kador rodek muiañ karet. Prest ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !