Raktres pennañ an atalieroù radio gant ar skolajidi hag ar skolajadezed a oa krouiñ un abadenn diwar-benn an ingalded paotr/plac’h.
Ha deuet int a-benn da ginnig deoc’h abadennoù deus ar c’hentañ.
Gourc’hemennoù dezho !
Evit an abadenn gentañ hon eus plijadur o selaou, Loeiza, Enora ha Dewi ezel deus planning familh Montroulez.
Maouezed brudet a vo klevet ivez, evel Louise Michel hag Anjela Davis.
Animatourien·ezed : Mila, Yuna hag Ambre
Atersadennoù izili ar planning familh kaset da benn gant Amaia, Loann, Ethan ha Mila.
Atersadenn Louise Michel : Ambre ha Yuna
Atersadenn Anjela Davis : Amaia ha Loann
Maiwenn ha Bleuenn a ginnig deoc’h ar ganaouenn SLT kanet gant Suzanne.
Noah ha Damien a ginnig deoc’h Rebell Girl gant ar strollad punk Bikini Kill.
Trugarez da Enora, Loeiza ha Dewi evit o amzer gouestlet d’ar skolajidi ha d’ar skolajadezed.
Tag: Deskadurezh d’ar mediaoù
Deskiñ brezhoneg gant SAE
Bep bloaz e vez tud nevez o teskiñ brezhoneg. Lod anezho a ra evit abegoù personel ha lod all evit abegoù micherel. Meur a greizenn stumman a zo e Breizh da zeskiñ brezhoneg. Ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezed a-vihanik a en em gav e bed al labour gant barregezhioù ouzhpenn, sur eo ! Disheñvel e c’hell bezañ evit an dud deuet o kregiñ ganti. En abeg da-se o deus bet c’hoant Maiwenn, Yuna ha Mila da atersiñ tud o teskiñ brezhoneg. Dezho da c’houzout hag-eñ eo diaes kemer un intrudu a-seurt ha dreist-holl… Penaos e tremen an traoù ur wech stummet ar re vras war ar brezhoneg.
Aterset o deus :
– Ingrid, Camille ha Tangi : stajidi·adezed Skol an Emsav
– Marzhin Perrot : stummer e Skol an Emsav
– Naia Haye : ASEM e Diwan bet stajiadez gant Skol an Emsav
Skeudenn gant Skol an Emsav
Youn ha Solena
Kevrinus e c’hell bezan bed ar babigoù ! Bleuenn, Louisa hag Amaia o deus bet c’hoant da c’hoût muioc’h diwar-benn mikro-magouri Youn ha Solena. Petra eo mont en-dro ur vagouri ? Penaos e vez graet war-dro bugale ken bihan ? Ha koust a ra ker lakaat bugale en ur vagouri ?
Aterset o deus :
– Lena Herry : implijadez Youn ha Solena
– Lucie : mamm ur bugel
Ar skrammoù
An deiz a hiziv e vez gwelet skrammoù un tamm pep lec’h ! Er straedoù zoken e vez bannet bruderezh a bep seurt gant skrammoù divent. Ha posubl e vefe bevañ hep bezañ taget gant ar skeudennoù fiv-se ? Daoust hag-en eo mat gortoz a-raok plantañ ar vugale dirak ur skinwel, un urzhiataer, ur poellgomzer pe c’hoazh un dablezenn ?
Appoline hag Awena o deus bet c’hoant da gompren petra oa darempredoù an dud gant ar skrammoù.
Aterset o deus :
– Visant Janot : kelenner war ar matematikoù hag an tekno er skolaj
– Emmanuelle Herbert : kelennerez war ar saozneg hag ar c’hastilhaneg er skolaj
– Alwena Grimault : skolajiadez e trede klas
– Analia Le Roux : skolajiadez e trede klas
– Yuzael Petit : skolajiad e c’hwervet klas
– Brendan Guillouzic-Gouret : levraoueger e KDSK