Nolwenn ha Daria : An adimplij e Roazhon
Stajidi ha stajiadezed Roazhon o deus kemeret perzh ar bloaz-mañ er c’henlabour etre Radio Naoned ha Skol an Emsav. An disoc’h ? Teir abadenn savet penn-da-benn gant an deskarded ha deskardezed, kronnikennoù, atersadennoù pe c’hoazh tutoioù enno. Un doare a-feson evito da zizoleiñ bed ar radio en ur ober.
Un digarez eo bet ivez da eskemm gant brezhonegerien ha brezhonegerez Bro-Roazhon tro-dro sujedoù liesseurt.
Setu neuze abadenn Nolwenn ha Daria a ginnig deoc’h un abadenn diwar-benn an adimplij e Roazhon.
Trugarez da Virginie Pronost ha Morgane Lestig da vezañ respontet da atersadennoù an danvez kazetennerezed.
Sonerezh ar jenerik zo bet savet ha sonet gant Miss Ninóg.