Ur gronikenn kinniget bep Yaou gant Liza Jakez-Vargas.
«Penn-kil-ha-troad», ar gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic’hortoz savet diwar lodennoù ar c’horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c’horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !
Geriaoueg troadek dre urzh al lizherenneg (dre vras) :
Troad (unander), Daoudroad (daouad), treid (liester)
Bezañ troad-ouzh-troad gant : lakaet a-live a-fet gwirioù/ Bezañ kichen-ha-kichen.
Gounid a veg troad : gounid justik
Kaout un troad din stok ouzh ar bez : mervel pe bezañ tost da vervel
Klask pemp troad d’ar maout : lakaat an traoù diaes pa c’hall bezañ graet en un doare aesoc’h
Mont d’ar pevar zroad : mont d’an daoulamm
Mont war droad : bale
Panig : troad ar vugale
Sevel troad : mont kuit
Treid pezhioù arrebeuri : evit ma chomfe ar pezhioù arrebeuri en o sav.
Treidigoù : treid bihan
Treid-noazh : diarc’hen
Treid palankoù : treid bras-kenañ
Troadad* : poan-dreid
Troad-bleiz : lycopus europaeus
Troad-dañvad : hydnum repandum
Troad-Leon : Alchemilla vulgaris
Troadig-kamm : lammat war un troad (hep pe o tresañ karrezennoù war al leur
Troadikellat : mont war varc’h-houarn
Troadek : treid bras gant an den
Troc’hañ foenn dindan treid unan bennak : damheñvel ouzh ar galleg
Troatad : unanenn hed kozh war-dro 32 kantimetr.
Troatad-fri : jestr goapaus graet gant ar vugale.
* : ger benel
Mammennoù :
Geriadur Brezhoneg, em. An Here
Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg-brezhoneg, Francis Favereau, em. Skol Vreizh.
Dictionnaire Français-Breton, Martial Ménard, em. Palatines
Dictionnaire Classique Français-Breton, Reun ar Glev, em. Al Liamm
Mersi bras da Liza evit he c’hronikenn, plijus, dedennus ha laouen war an dro !