Keleier eus Breizh a-bezh fardet gant kazetennerien ar pevar radio kevredigezhel e brezhoneg (Radio Kerne, Arvorig FM, Radio Kreiz Breizh ha Radio Bro Gwened). Ur sell pemdeziek war aktu pevar c’horn ar vro. Evit ar wezh kentañ e vez kinniget ur journal keleier a-seurt se e Breizh. Keleier a galite a c’hello sachañ evezh tud Breizh met ivez an diaspora a fell dezhi gouzout petra a c’hoarvez er vro.