Ingal e vez aozet emgavioù “Sevel ur gronikenn” e Sant-Ervlan e studioioù Radio Naoned pe er studio staliet e Roazhon. Ar pal : krouiñ ha dibunañ ur gronikenn. Evit kaout muioc’h a ditouroù, skrivit da radio@radionaoned.bzh pe da roazhon@radiokerne.bzh
Category: Sevel ur gronikenn
Ar c’hakao gant Patricia
Patricia a gont deomp istor ar c’hakao en Europa.
Gant piv eo bet degaset ? Ha gant piv eo bet brudet ?
Hag ur rekipe evit fardañ chokoladennoù a vo da glevet e fin ar gronikenn.
Ar botoù koad gant Aude Merrien-Maas
An ekologourez Aude Merrien-Maas a zispleg deomp eo kalz gwelloc’h implij botoù-koad evel he zad-kozh gwechall evit liorzhañ e plas an heuzoù plastek a vez gwelet bremañ.
An dizingalded etre ar merc’hed hag ar baotred er skol gant Mathilde
An dizingalderioù etre ar merc’hed hag ar baotred a grog er skol.
Diwar studiadenn Edith Maruéjols, doktorez war an douaroniezh, e tispleg Mathilde deomp implij ar porzhioù-skol kentañ derez gant ar vugale.
Ar baotred a c’hoari mell-droad e-kreiz hag ar merc’hed a chom war ar bordoù.
Hervez Mathilde eo pouezus en em soñjal war an dra-se rak ar porzh-skol a zo al lec’h foran kentañ ma vez darempredet gant ar vugale.