Kronikenn gerioù ar c’horf gant Liza Jakez-Vargas
Category: Penn-kil-ha-troad
PENN-KIL-HA-TROAD : AN IZILI
Ur gronikenn kinniget gant Liza Jakez Vargas ! “Penn-kil-ha-troad” ar gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic’hortoz savet diwar lodennoù ar c’horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c’horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !
Pellgargañ
An izili :
Ufern/Ibil-troad, an daouufern/an ibilioù:lodenn a-us d’an troad
Divesker* = an divhar (s.o kronikenn an divhar)
Kof-gar, ar c’hofoù-gar : lodenn kigennek a-dreñv ar c’har
Glin, an daoulin : koubl etre ar c’har hag ar vorzhed
Morzhed, an divorzhed : rann eus an ezel traoñ zo etre al lez hag ar glin
Pleg ar vorzhed : pleg zo war vevenn ar vorzhed hag al lez
Barlenn, barlennoù : rann eus ar c’horf a dap eus an dargreiz d’an daoulin.
Lez, divlez : rann gostez ar c’horf zo etre ar vandenn ha penn uhelaii an divorzhed.
Dargreiz/Divgroazell : lodenn greiz korf un den
Skoaz, an divskoaz : rann uhelan ar vrec’h m’eman stag homañ ouzh ar c’horf
Ibil-skoaz/Trebez-skoaz : askorn hirik ha moan, dezhañ stumm un S astennet.
Plankenn-skoaz : askorn plat ha ledan, e stumm un tric’horn, zo lec’hiet e tu a-dreñv ar skoaz.
Kazel*/Toull ar gazel : kleuz zo dindan ar skoaz, etre lodenn uhelañ ar vrec’h ha kostez ar brusk.
Ilin, an daouilin : koubl etre ar vrec’h hag an arvrec’h
Ar c’henderv eus kostez ar vorzhed : kenderv dre nesañsded
Bezañ dindan gazel-ge : bezañ dalc’het gant ur veli (hud) a laka an den difiñv pe dic’houest d’ober un dra bennak
Binioù-ilin/pib-ilin : benveg sonerezh
Daoulinañ = helmoiñ : bezañ azezet war e zaoulin
Glinad : poan-c’hlin
Glinata : skeiñ war glin unan bennak evit kaout h·e evezh (ober troad e galleg)
Ilinañ : lakaat e zaouilin war un daol da skouer
Ilinata : reiñ taolioù ilin-moc’h
Ilinennoù / Glinennoù : tamm(où) lien a vez gwriet war ar milginoù hag ar brageier evit solutat en-dro d’an ilin/ d’ar glin.
Ilin-moc’h : plantenn, heñvel ouzh an irin
Ilinwiskoù, glinwiskoù, skoazwiskoù : pezh dilhad solut ha kalet a vez gwisket evit gwareziñ koubloù ar sportourien·ezed
Kammañ an ilin : sevel h·e ilin war-zu an dremm (evit evañ alies)
Morzhedur : penn a-dreñv ul loen (kigerezh)
Morzhed-oc’h, morzhed-vaout, ha morzhadoù : tammoù kig loened mat da zebriñ
Ober kof-gar : kreñvaat kigennoù ar rann-se eus ar c’horf en ur chom e sav
Pakañ dargreizadoù : pakañ tortadoù, bezañ evet re.
Plegañ e c’hlin : evit diskouez doujañs, sujidigezh
Reiñ skoaz = skoazellañ : sikour
Skoaz-ouzh-skoaz : an eil e-kichen egile·eben.
Penn-kil-ha-troad : Ar bizied
Ur gronikenn kinniget bep Yaou gant Liza Jakez-Vargas.
“Penn-kil-ha-troad” ar gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic’hortoz savet diwar lodennoù ar c’horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c’horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !
BIZ / BIZIED
Ar pemp biz :
ar biz-meud
ar biz-yod/liper
ar biz-bras/kreiz
ar biz-gwalenn/bizoù/kalon/magerez
ar biz-bihan
Biz warn-ugent : anv a roer d’ar c’halc’h
Bizied gant an traoù : ar gwiniegi, horolajoù (evit diskouez an eur), eurieroù (memes tra), ferc’hier, rastelloù, heskennoù
Bizied al loened : gant ar c’hranked
Bezañ e vizied kamm ouzh e veud : bezañ pizh-tre
Bezañ kaset d’ar gêr gant e viz-bihan : bezañ kaset d’e blas en-dro.
Bizaouier : den a ra pe a werzh bravigoù
Bizek : unan bennak gant bizied bras pe un ostilh bennak gant dent
Biziad : poan-viz
Biziata : c’hoari gant e vizied, biziata ur binioù da skouer
Biz-ha-biz : evel pa zañser
Bizoù : gwalennoù
C’hoari bizig-ha-bizig : c’hoari hep goulenn arc’hant
C’hoari biz-meud : gortoz bezañ tapet gant ur c’harr digoust
C’hoari ar biz mezv : c’hoari boeson
Gouzout dreist-penn-biz : gouzout un dra bennak dre an eñvor, mat-kenañ
Gouzout e pe viz emañ an drein : chom hep gouzout petra hor bez c’hoant
Kammañ e vizied : laerezh
«Ken […] ken ma verv ar gwad em biz-bihan» : fulor-ruz
«Ken gwir ha ma’z eus pemp biz war ma dorn !» : gwir 100%
Kouezhañ e viz(ig) en e zorn : bezañ dipitet
Lienañ ar biz kontroll : faziañ
Lipat e viz e ti unan all : mont da skoatiñ e ti unan bennak evel un teureug
Meudad : muzul gant ar biz-meud
Ober biz :ober kentel da unan bennak, gourdrouz
Reiñ biz : harpañ unan bennak muioc’h evit unan all
Skaotañ/Poazhañ e viz : faziañ groñs
Penn-kil-ha-troad : An daouarn
Ur gronikenn kinniget bep Yaou gant Liza Jakez-Vargas.
«Penn-kil-ha-troad», ar gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic’hortoz savet diwar lodennoù ar c’horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c’horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !
DORN / DAOUARN / DORNIOÙ / DAOUARNIOÙ
Anvioù all : meñgez, krabanoù
Boz / flac’h : toull an dorn e-kreiz ar palv
Kil : kein an dorn
Palv : diabarzh an dorn
An daouarn er vann / en nec’h ! : gerioù a zistager pa c’hourdrouzer unan bennak gant un arm.
Astenn e zorn : goulenn an aluzen
Bezañ an dorn gantañ·i : bezañ ar galloud gantañ·i
Bezañ dornet : bezañ ampart war un dra bennak
Bezañ paket an dorn er pod : evel e galleg gant ar sac’h. Tapet war ar prim.
Bezañ teodet hir ha dornet berr : komz kalz hag ober nebeut
Bezañ tomm e zaouarn : bezañ laer pe kaout daouarn kamm/krogek
Bezañ tout en un dorn : evel 5 biz an daouarn e galleg
Daouarn kleiz : an dorn fall a-hervez
Daouarn-yod : daouarn a laka pep tra da gouezhañ. Bezañ un tamm amparfal / glaouch
Dorn an traoù : tasoù, podoù, breolimoù, kastelodennoù, aspled an diri, erer
Dornata / krabana / flac’hata / bozata : skeiñ a daolioù dorn
Dornad : endalc’had an dorn, ur c’hementad bihan alies
Dornadeg : obererezh dornañ graet a-stroll
Dornañ : skeiñ war an tañvouez evit distagañ greun diouto (ed, kerc’h, heiz…).
Dornañ gevier : kontañ gevier
Dorn-ha-dorn : an eil dorn e-barzh egile
Dornell, dornikell : lodenn eus un draezenn a c’haller kregiñ enni gant an dorn (kleze, dor, prenestr)
Dornerez : ijinenn da zornañ an ed
Dornlevr : levr evit deskiñ aes
Dornskrid : levr pe destenn skrivet gant an dorn
Kaout un dra bennak dindan zorn : kaout un dra bennak tost a-walc’h dezhañ·i da c’hallout e gemer hag e embregañ
Kemer an dorn war-lerc’h unan bennak : kenderc’hel labour ub
Kentañ/Eil dorn : un dra bennak nevez pe gozh a implijer. Ul levr kentañ dorn a brener en ul levrdi, ul levr eil dorn e ti Emmaüs.
Labour-dorn : labour graet gant an daouarn
Lezel an dorn da : reiñ ar galloud da ub
Ober dorn da ub : gourdrouz PE servij banneoù PE ingalañ kartoù (c’hoari)
Ober unan bennak ouzh e zorn : stummañ un den evit ma vo gouest ober memes traoù ha ni.
Reiñ/teurel/dougen dorn : sikour
Starderez-dorn : lodenn eus ar c’harr ac’h implijer evit ma chomo ar c’harr a-sav en e blas ur wech lazhet ar c’heflusker.
Mammennoù : an Here, devri, M. Ménard, Wikipedia, Reun ar Glev, Devri, geriadur enlinenn Favereau