Stajoù radio

Sot oc’h gant ar radio ? Mennozhioù abadennoù diroll zo ganeoc’h ? Kelenner·ez oc’h ha c’hoant ho pefe sevel abadennoù radio gant ho skolidi pe skolajidi ? Radio Naoned a zo evitoc’h !

Stajoù radio evit deskiñ sevel un abadenn pe ober gant ur sonenroller a vo aozet a-raok pell.

Kasit ur mail deomp ma z’oc’h dedennet da gemer perzh : radio@radionaoned.bzh

Ar radio niverel douarel

Un digoradur teknik dispar evit un araokadenn istorel evit ar yezh hag ar vro.

E miz Genver 2018 eo bet aotret Radio Kerne da zigeriñ ur radio e Naoned e DAB+ (Radio Niverel Douarel).

Ar radio yaouank-se a grogo gant ar skignañ e deroù 2019 war Veurgêr Naoned. Bodet ‘vo gant 12 radio all war ur multiplex.

Met petra eo an DAB+ ?

DAB+ eo anv an norm skignañ dibabet evit ar Radio Niverel Douarel. Dianav a-grenn eo ar Radio Niverel Douarel e Breizh padal eo anavezet mat e darn eus ar broioù european lec’h vo lazhet an FM dizale evit chom gant an DAB+ hepken. Kevatal eo ouzh an TNT evit ar skinwel. Bro c’hall n’eus paket tost 15 vloaz dale war an danvez-mañ, met aze emañ ar raktres war an hent mat endro : embannet en deus ar CSA ur steuñv diorren broadel ken ac’hann da 2020.

Ur wagenn niverelaet ha kempreset eo an DAB+ hag a vo skignet gant ar radioioù en hertzian met war bandennoù frekañsoù disheñvel ouzh hini an FM.

Moaien vo kas titouroù ouzhpenn ar son war ar bandennoù-se : skeudennoù, skridoù ha videoioù..

Ret e vo d’an dud prenañ postoù radio nevez evit degemer an DAB+. Kavet vez ar postoù-se er stalioù dija. Postoù gant un degemer doubl : FM ha DAB+.

Ar raktres

Un digarez teknikel (galvoù war ar frekañsennoù RND) an hini eo en deus aotreet ac’hanomp da grouiñ ur radio hollvrezhonek e Naoned. Ar media kentañ 100% e brezhoneg a vo e Breizh Uhel.

Radio Naoned a skigno war meurgêr Naoned e RND met gallout a raio bezañ klevet hag heuliet war internet ivez. 50 eurvezh abadennoù e brezhoneg a vo war he gwagennoù.

Da bep gavr he menn, pep hini a gavo h·e lod e kael programm Radio Naoned

Atersadennoù, reportajoù, kronikoù, keleier, c’hoarioù : liesseurt e vo an abadennoù kinniget. Ha raktresoù e leizh zo war ar stern. Kenlabourioù gant ar skolioù ha skolajoù, gant ar c’hevredigezhioù a ra gant ar brezhoneg met ivez krouidigezhioù radio ha keleier Bro Naoned.

Ul lec’h birvilh ‘vo ar radio. C’hoant ho peus kemer perzh en avañtur dibar-mañ ? Degemer a reomp an holl dud a-youl vat !