E menezioù Tibed e koll teir c’hoar ar vualez a oa o holl binvidigezh.
Kejañ a reont gant ul labous gwenn a doull kaoz ganto.
Met piv eo al labous-se ?
E menezioù Tibed e koll teir c’hoar ar vualez a oa o holl binvidigezh.
Kejañ a reont gant ul labous gwenn a doull kaoz ganto.
Met piv eo al labous-se ?
Fantig zo kaer ha n’he deus ket aon da vont e penn soudarded he zad d’ en em gannañ ouzh ur roue amezek, betek ar penn e rank en em ren e soudard a-dal d’ ar roue yaouank strafuilhet gant kened e enebour. Hag e ouezo tremen e-biou d’ an trapoù astennet dezhi ?
Ar soudard kentañ a zistro d’ ar vro. Klask a ra boued ha bod evit an noz.
An eil zo aet skuizh gant ar vicher soudard hag ez a da foetañ bro. Kejañ a ra war an hent gant ur paotr a ginnig dezhañ ul labour, aes, ha gopret mat.