Yann en deus ur vuoc’h. An Aotroù a lazh e vuoc’h. Ha spontus eo evit Yann ? N’eo ket, Yann ‘zo un den laouen e spered. Kemer a ray plijadur o c’hoari troioù d’ar mestr, hag erfin e vo pinvidikoc’h eget ma oa a-raok bezan kollet e vuoc’h.

Ti-Jean ‘zo nebeud a dra evit e vestr. Ne ra forzh, c’hoari a ra troioù dezhañ. Bourdoù hag a gaso e vestr da netra.
Ar verc’hodenn
Iskisat poupinell. Chans ‘vo ganeoc’h mar bez kinniget, hogen mar bet laeret pe brenet diganeoc’h, eo traoù fall a c’hoarvezo deoc’h.
Danserien an noz
A-wezhoù e kejer gant kornandoned o tansal da serr-noz. M’ho pedomp, na nac’hit ket ! Ken laouen int ouzh ho pediñ. Un dro dañs zo ur pennad plijadur a ray ac’hanoc’h un den kaeroc’h ha brokusoc’h.
Dibenn troioù kaer Kristof m’ e weler o stourm ouzh kounnar ar roue Gralon, haG o reiñ dezhañ war un dro ur gentel a furnez, gant ur bonuz all, un diverrañ eus troioù kaer Peruonto, ur c’henderv italian all da Kristof.