Buhez Bro-Naoned : An OSH (Office des Sports Herblinois)

An OSH (Office des Sports Herblinois) zo ur gevredigezh. Ober a ra war-dro kevreañ ha kenurzhiañ kluboù sport Sant-Ervlan asambles gant an ti-kêr. Abaoe 13 vloaz e vez aozet un darvoud bras gant an OSH : ATLANTISPORT ENVIRONNEMENT ! Ur sulvezh gouestlet d’ar sport, d’ar redadegoù war droad, war varc’h-houarn, war botoù-ruilh… Digor eo d’an holl d’an dud yac’h koulz ha d’an dud nammet dre an obererezhioù handisport. Marianne he deus klasket gouzout un tamm hiroc’h diwar-benn ar gevredigezh gant he frezidant Etienne Pauvert.

 

 

Pellgargañ

Buhez Bro-Naoned : Ar gevredigezh HTS (Handicap-Travail-Solidarité)

Ar gronikenn buhez Bro-Naoned da selaou bep Merc’her en abadennoù DihunNaoned ha Naoned ‘m eus.
Ober anaoudegezh gant ur Start Up, ur gevredigezh pe c’hoazh ul lec’h e Naoned !
Marianne zo bet o toullañ kaoz gant izili ar gevredigezh HTS e Sant-Ervlan. Kontañ a ra deomp penaos e lak nerzh tud ar gevredigezh da ziorren kenemprañ an dud nammet dre hanterouriezh al labour ar vuhez sokial pe arzel.

 

 

Pellgargañ

Liammoù

Facebook : https://www.facebook.com/htsfrance/

Lec’hienn internet : https://hts-france.org/