Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
Gwall ziaes eo disoc’h an enkañ war micherioù zo. Re ar sevenadur a zo skoet kalet. E Douarnenez o deus bet tapet tud ar sevel filmoù, pezhioù c’hoari, koñsertoù, ar boaz d’en em welet reoliek, araok an enkañ zoken. Prepariñ a reont an dazont, par ma c’hellont, met ar pezh a vanka dezhe eo gouzout penaos kontañ war hon dilennidi. Gant Anne Gouerou (Pol Kleweled Douarnenez) Caroline Troin (Rhizomes) hag ur vignonez a gengred gante (Emmanuelle Eon, eus C’hoariva, ur gevredigezh staget he mont en-dro eus politikerezh ar rannvro).
Ouzhpenn ar Vretoned zo: pet amerindian a oa en div Amerik araok ar bloaz 1492?
Yannig Mainguy ha Drian Bernier a c’halv an dud a fell dezhe kaout ar CAP brezhonek war micherioù ar vugaleaj da vont e darempred gante pe gant stummerien ar CLPS e Kemper araok ar 7 a viz Gouhere: emaint o prepariñ an distro-skol.
Oberennoù gant Raoul Dufy zo c’hoazh ouzh mogerioù Mirdi an Arzoù-kaer e Kemper. Gant Annaig Loizel, heñcherez, ouzh mikro Morgane Bramoulle.
Ar Bed o Treiñ : Un diskoachadenn dibar zo bet graet e-kichen Stonehenge: tud Nevzaodvezh ar mein o doa graet poulloù bras divent da stummañ ur c’helc’h gouestlet d’o lidoù.
Keleier gant Erwan Blanchard
Category: Bac’het en ti – Adkroget ganti
Adkroget ganti #20
Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
Esyld Karval-Kolas, deus La Boîte à mots, diwar-benn santimantoù ha soñjoù ar vugale goude daou viz kenfinañ.
Reportaj deus ar gerzhadeg en enor da Steve Maia Caniço gant Marianne.
Dominique Merien : ar beajoù ‘sa al Loar.
Laetitia Fitamant : klevet gant an daoulagad.
Keleier gant Tunvezh W/Gloagen Grandjean
Adkroget ganti #19
An abadenn adkroget ganti, kaset da benn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
-Kristian Braz zo ouzh mikro Laëtitia evit kaozeal diwar-benn e zastumadeg danevelloù nevesañ, goude ‘Rebetiko’: ‘Kroashent-tro’.
-Bro nemeti ar c’hrampouezh eo Breizh? N’eo ket, er bed a-bezh eo meud an dud vunut, ar beizanted gounezerien edoù, berr o feadra. Met e Landevenneg ez eus bet dizouaret piligoù kozh eus ar 14vet kantved, hag int binvioù bet ijinet espres-kaer evit fardañ krampouezh.
-Ar Bed o Treiñ: Ar vicher a beizant-fonksioner
-Un ali lenn gant Per Miñs-Pegailh: Ur marc’hadour a Vontroulez gant Jakez Konan, ur standard eus al lennegezh vrezhonek
Keleier gant Erwan Blanchard
Adkroget ganti #18
Yann Paulet hag Anne Desallais eus ar stal Legumaj’Kergwenn
Liza Jakez Vargas staj hañv kenaozet gant Kentelioù an Noz ha Skol an Emsav
Jean-Paul Runigo eus ar gevredigezh Dour ha Sterioù Breizh diwar-benn aloubadeg ar bezhin glas er Mor-Bihan. (gant RBG)
Kronikennoù : Laurence Garcia diwar-benn bandenn-dreset Ines Léraud “Algues vertes – L’histoire interdite”
Joel Le callonec diwar-benn al liamm etre Porzhmagee (Iwerzhon) ha Naoned.
Laetitia ar bed o treiñ : Valentina Terechkova ar vaouez kentañ en Egor.
Keleier Neven Penneg