D’ar Sul 26 a viz Mae, bloaz a-raok ma tremeno Ar Redadeg e Naoned e vo aozet ur fest e ti Yezhoù ha Sevenadur. Ar Rak-Redadeg !
Deuet eo Olier Biget da gontañ deomp petra eo ar fest-se, met ivez penaos ez a en-dro aozadur ar Redadeg ha petra a chom d’ober gant an dud a-youl vat.
D’an 22 a viz Mae e vo aozet un abadenn gwalc’hin an otoioù e skolaj Diwan Sant-Ervlan.
Awena Le Borgne, Mila Gwillen-Barnet skolajiadezed anezho ha Bleuenn Raynaudon-Kerzhero o fenn gasourez a zispleg deomp perak e vez lakaet skolajidi ha skolajiadezed da naetaat ar c’hirri-tan.
Ar wech-mañ eo gouestlet an abadenn d’ar vandenn-dreset « Mémoires d’un paysan bas-breton ».
Bernez Rouz a zo unan eus ar re o deus dastumet kaieroù Yann-Vari Deguignet ha labouret war al levr gant ti-embann an Here. Gant an ti-embann Soleil, eo bet savet ur vandenn-dreset diwar-benn levr Yann-vari Deguignet. Ur vandenn-dreset graet gant Christophe Babonneau ha Stephane Betbeder. An hini gentañ n’eus labouret war an tresañ hag an eil war ar senario.