Malo Adeux oa tremenet e studio Radio Kerne-Naoned da gontan deomp hiroc’h diwar-benn e bladenn gentañ embannet e miz Gwengolo 2018.
Malo Adeux oa tremenet e studio Radio Kerne-Naoned da gontan deomp hiroc’h diwar-benn e bladenn gentañ embannet e miz Gwengolo 2018.
Brudet e kêr Naoned evit he hentoù stoufet bep mintin ha bep noz… Naoned a chom memes tra ur gêr blijus da vevañ enni, bep bloaz e vez degemeret kazi 9 000 annezad nevez.
Kavet ez eus bet un diskoulm gant kolektif sitoyan “Metro de Nantes”. Lakaat da dremen un tren-buzhug dindan straedoù ar gêr vras.
Pierre-Emmanuel Marais zo deuet da gontan hiroc’h deomp.
Ar gazetennerien yaouank, Maxence Girard ha Saman Sududevage skolajidi er skolaj Diwan Sant-Ervlan o deus aterset o c’helennerez war ar sonerezh, Claire Oger.
Div ‘zhun ‘zo bremañ oa deuet Bob Simon da Sant-Ervlan da welet stajidi Skol an Emsav. Profitet ‘noa Melaine eus an digouezh-se evit lakaat anezhañ da dremen dre studio Radio Kerne-Naoned.
Lakaat a ra Bob Simon ar gaoz war e vicher komedian, stad ar c’hoariva e brezhoneg ha kement a draoù a zedenno ar selaouerien.