Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK) ha kreizenn Yezhoù ha Sevenadur o deus pedet ar grafour Fañch An Henaff da skritellañ e labour e sal diskouezadegoù Yezhoù ha Sevenadur.
Ul labour levezonet gant ur vuhez sevenadurel ha sokial e Breizh.
Gantañ e vo lakaet ar gaoz war ar graferezh, e levr embannet e miz Ebrel 2019, “Skeudennoù : Images et Point de vue” hag an diskouezadeg.
Un atersadenn lusket gant ur weladenn aozet evit stajidi Skol an Emsav.
NOTENNIT EN TEZIATAERIOÙ : KDSK ha Yezhoù ha Sevenadur a ro emgav deoc’h d’an 28 a viz Meurz da 3e evit astenn ar gaoz gant Fañch An Henaff. E ti Yezhoù ha Sevenadur e vo skignet ar film GrafHerezh *: Fañch Le Henaff, portrait, Fañch a responto d’ho koulennoù goude ar skignadenn. Gallout a reot prenañ e levr Skeudennoù : images & points de vue digantañ a lakaat anezhañ d’e sinañ.
Ar GAEC (Groupement Agricole d’Exploitation en Commun) “La Terre Ferme” a zo un ti-feurm staliet e kumun Skouvlant (La Regrippière) e-tal kichen Gwaled (Vallet). Léo Gefard-Michel a zo unan eus ar strollad tud o deus krouet an ti-feurm-se gant ar pal diorren ur patrom gounezerezh diazezet war an emrenerezh, ar werzh war-eeun ha war teknikoù labour naturel evit an douar.
A-benn miz Meurzh e vo eus an dilennadegoù-kêr e Bro-Frañs.
E Sant-Ervlan e vo tri strollad war ar renk : an Aotrou Maer e plas Bertrand Affilé (PS), Matthieu Annereau (LREM) ha Jean-François Tallio eus strollad Ar Re C’hlas. Meur a strollad a zo e skipailh Jean-François Tallio :
Saint-Herblain Ville Bretonne, Ensemble Saint-Herblain autrement, Saint-herblain à gauche toute, La France Insoumise, Unvaniezh Demokratel Breizh, Europe Ecologies Les Verts ha Génération Ecologies.
Céline Bruneau ha Solenn Pedron a zo e-touez ar re o deus krouet ar strollad « Saint-Herblain, ville Bretonne ».
Sant-Ervlan Boutin (1) Tamm-ha-tamm o deus skoulmet emglevioù gant listenn Jean-François Tallio : Sant-Ervlan Boutin / Saint-Herblain en Commun. Céline Bruneau a gont un tammig hiroc’h deomp.
Sant-Ervlan Boutin (2) Souten ar skolioù divyezhek ha Diwan (forfedoù roet gant ar gumun evit an holl skolidi deus Sant-Ervlan o vezañ skoliataet e Naoned Meurgêr + Kinnig d’ar skoazellerien pe skoazellerezed nann-vrezhoneger·ez ur stummadur war ar brezhoneg…)
Sant-Ervlan Boutin (3) Reiñ un taol sikour ouzhpenn da greizenn Yezhoù ha Sevenadur sed aze ar pezh ‘vez kinniget gant ar strollad. Céline Bruneau a zispleg deomp hiroc’h.
Sant-Ervlan Boutin (4) 10 vloaz e oa bet sinet karta Ya d’ar Brezhoneg gant ti-kêr St-Ervlan… Un digarez da welet gant Solenn Pedron hag a zo bet e-touez an dilennidi er c’huzul-kêr an araokadennoù graet ganto da-geñver ar brezhoneg.
A-benn disul e kinnigo Kuzul skoazell Diwan Kernitron-al-Lann foar ar vabigouriezh. An darvoud-se zo daou bal anezhañ dastum un tamm arc’hant evit ar raktres skol ha daremprediñ gant tud o deus bugale yaouank.
Mathieu Rouby zo o teskin brezhoneg gant Skol an Emsav, ar sizhun-mañ emañ e staj e Radio Naoned. Asambles gant Marianne Vaidie o deus aterset Brendan Guillouzic-Gouret hag Ewan Thebaud int-o-daou perzh eus ar c’huzul skoazell.
Ar baotred a lâr deomp hiroc’h diwar-benn ar foar ha stad ar raktres digeriñ ur skol Diwan e Kernitron al lann.