Keleier Bro Naoned ha Bro Roazhon ouzh mikro Marianne Vaidie ha Morgane Cotten.
Category: Atersadennoù Radio Naoned
Atersadenn Gwenn Meynier : Anaoudegezh an dremm
Teknologiezhoù nevez ‘zo a c’hell bezañ efedus ha talvoudus, ha reoù all a c’hell bezañ nac’hus pe dañjerus zoken. Gwenn Meynier, prezidant ar gevredigezh An Drouizig hag a-youl vat evit Radio Naoned a zo ‘vont da zisplegañ deomp peseurt teknik a vez implijet evit anavezout dremm an dud gant ur c’hamera da skouer. E-kerzh an enkadenn yec’hed, embregerezhioù ispisializet war an teknologiezhoù evit anavezout an dremmoù a zo bet lakaet diaes gant ar fed ‘veze lakaet ur maskl gant an dud abalamour d’ar c’hovid. An algoritmoù ne blij ket kalz dezho ar maskloù hag eo gwashoc’h c’hoazh gant al livaj dremm.
Atersadenn Manon Renault : sevenourez “Ce qui est sur”
“Ce qui est sur” setu anv filmig kentañ Manon Renault.
Un istor mignoniezh etre div blac’hig lakaet war-wel gant ar sevenourez.
Daria Aoustin a oa e staj e Radio Naoned c’hoant he deus bet da c’houzout un tamm hiroc’h diwar-benn Manon Renault, he film hag he liamm gant ar sinema.
Dre m’eo bet kaset ar filmig d’ar festivalioù, n’eus ket moaien kavout ar film war an internet met ma fell deoc’h sellet ouzh ar filmig, kit e darempred gant Radio Naoned hag e vo kaset deoc’h ul liamm prevez.
radio@radionaoned.bzh
Atersadenn Benoit Lardiere : Ar strollad DENOAN
Denoan a zo ur strollad festoù-noz a Vro-Naoned. Tri den zo er strollad.
Benoit Lardière paotr an akordeoñs, Guillaume Audran gant ar gourbiolin hag Olivier Chené er vandolinenn.
Embannet o deus o fladenn gentañ. Benoit Lardière a zo tremenet e studio Radio Kerne Naoned evit lavar hiroc’h da Varianne Vaidie.