Abadenn Tarzh an Noz ispisial evit Mizvezh ar Brezhoneg 2022

An abadenn Tarzh an noz war-eeun eus ar greizenn Yezhoù ha Sevenadur evit reiñ lañs da vizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg e Bro-Naoned ha Bro-Roazhon.
Tud pedet :

Tangi Manac’h, prezidant Yezhoù ha Sevenadur
Odile ha Jean Raynaudon, naonediz war o leve.
Vefa L’hourre, penngasourez skolaj Diwan al Liger-Atlantel.
Tara Adeux, kenurzhierez ar gevredigezh Kentelioù an Noz.

Ha da glevet ivez e-barzh an abadenn :

Alixia Thuau e-karg eus ar c’hehentiñ e ACB 44
Gwenvael Jequel, prézidant ar gevredigezh An Alc’hwez.
Julia Mouazan, roazhonadez.
Yuna, studierez e Roazhon 2
Titouan, studier e Roazhon 2

Pellgargañ

DIBAB – UR SONTADEG EVIT BREIZH

Un eurvezh hanter asambles gant Gael Roblin ha Brendan Guillouzic-Gouret evit dielfennañ disoc’h sontadeg Dibab – UR SONTADEG EVIT BREIZH !

  • Adunaniñ, demokratelezh ha referendom, galloudoù lec’hel ha gwir da zivizout e Breizh… Gael ha Brendan a zispleg deomp dre ar munut penaos ha perak he deus bet c’hoant ar gevredigezh Dibab atersiñ ar Vretoned hag ar bretonezed.
  • Klevet e vo ivez Tifenn Merien Prezidantez DIBAB ha Lena Louarn Bez-Prezidantez Rannvro Breizh.

Un abadenn lusket gant Marianne Vaidie ha Melaine Looten e studio Radio Naoned.

Evit gouzout hiroc’h : http://dibab.bzh/fr/ – Facebook : https://www.facebook.com/dibabdecidezlabretagne/ – Twitter : https://twitter.com/DIBAB_BZH

Pellgargañ