El Liger-Atlantel e kaver 136 AMAP. Un AMAP a zo ur gevredigezh a stourm evit ma chomfe bev ar beizanted hag ar broduerien vihan. Evit en ober en em sav kontradoù war 6 miz pe bloaz etre produerien ha pratikoù. Da heul e teu ar pratikoù bep sizhun da gerc’hat o fanerad gant legumaj, fourmaj, bara, produioù a bep seurt. Bep Merc’her e vez adtapet boued gant ur c’hant bennak a Naonediz en AMAP de la manu. Bet omp bet oc’h ober anaoudegezh gant ar strollad a ver al lec’h.
Ur gronikenn gant Aziliz Peaudecerf.