Kronikenn an tunioù mat (Bpeek/ Skyscanner). Atersadenn ar sizhun (Malo LeGall).
Sonerezh Atersadenn (tekmao – skottish).
Sonerezh fin (Soig Loquet)
Kronikenn an tunioù mat (Bpeek/ Skyscanner). Atersadenn ar sizhun (Malo LeGall).
Sonerezh Atersadenn (tekmao – skottish).
Sonerezh fin (Soig Loquet)
Etre an 8 hag an 12 a viz Gouere e vo kinniget ur staj war ar brezhoneg gant ar c’hevredigezhioù Kentelioù an Noz ha Skol an Emsav.
Chom a ra plas c’hoazh evit kemer perzh d’ar staj a vo aozet e ti Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan.
Selaouomp Liza Jakez-Vargas, kelennerez war ar brezhoneg gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz.
KENTELIOU AN NOZ : http://www.breton-nantes.bzh/ https://www.facebook.com/ligeratlantel/
SKOL AN EMSAV : https://www.facebook.com/skolanemsav/ http://www.skolanemsav.bzh/?fbclid=IwAR0kLy0lIOvph7zzrubh2ACUI_oJmzlBJdcDGrNhgs24FlgmZ4chnvbUtUQ
An abadenn c’hoariva Kill Jessica, gant teatr Miltamm a vo kinniget deoc’h er sal dañs dirak skolaj Diwan Sant-Ervlan er greizenn Yezhoù ha Sevenadur fenoz adalek 7e30.
Teatr Miltamm a ginnig kentelioù c’hoariva evit ar vugale etre 7 ha 12 vloaz e Sant-Ervlan. Katell Leon a zo ganeomp evit kontañ hiroc’h deomp.
Reuz zo e Sant-Per-Raez abaoe un nebeud mizioù bremañ. Abalamour da betra ? Raktres ur Surf Park !
Petra eo ur Surf Park ? DA betra servij ? Piv ‘zo a-dreñv d’ar raktres-se ?
Tangi Poisson hag Ewan Thébaud, izili ar strollad Dispac’h o-daou, zo deuet da zisplegañ deomp o stourm a-enep ar raktres Surf Park-mañ.
Dispac’h : https://dispach.wordpress.com/
Terres communes ; https://www.facebook.com/terrescommunesretz/