Un eurvezh hanter asambles gant Gael Roblin ha Brendan Guillouzic-Gouret evit dielfennañ disoc’h sontadeg Dibab – UR SONTADEG EVIT BREIZH !
- Adunaniñ, demokratelezh ha referendom, galloudoù lec’hel ha gwir da zivizout e Breizh… Gael ha Brendan a zispleg deomp dre ar munut penaos ha perak he deus bet c’hoant ar gevredigezh Dibab atersiñ ar Vretoned hag ar bretonezed.
- Klevet e vo ivez Tifenn Merien Prezidantez DIBAB ha Lena Louarn Bez-Prezidantez Rannvro Breizh.
Un abadenn lusket gant Marianne Vaidie ha Melaine Looten e studio Radio Naoned.
Evit gouzout hiroc’h : http://dibab.bzh/fr/ – Facebook : https://www.facebook.com/dibabdecidezlabretagne/ – Twitter : https://twitter.com/DIBAB_BZH