KERNITRON-AL-LANN, UR RAKTRES SKOL DIWAN HAG UR FEST-NOZ D’E HARPAÑ !
Abaoe un nebeud mizioù bremañ e klever kaoz eus ur raktres skol Diwan e Kernitron-Al-Lann. Brendan Guilllouzic-Gouret ‘zo perzh eus ar c’huzul skoazell, deuet eo da astenn ar gaoz e mikro Marianne ha da zisplegañ deomp penaos e ra ar skipailh evit arc’hantaouiñ ar raktres dibar-mañ.
Fest-Noz skoazell : d’ar Gwener 25 a viz Here – da 8e noz – Sal Cassiopée e Kernitron-Al-Lann – 5 €
Gant : Sans Façon – A-Stroll – Pedrot-Lardière – Amzer ‘zo – Giuilia & Enora
Ur gronikenn kinniget gant Liza Jakez-Vargas.
“Penn-kil-ha-troad”, ur gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic’hortoz savet diwar lodennoù ar c’horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c’horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !
MØEBIUS:
A orin eus Brest ha DJ abaoe 1995, hemañ ‘zo sot gant an abstract hiphop, an turntablism, an IDM hag an tekno.
Peurlipat a ra e DJsets en un doare livet gant takennoù Downtempo, Electronica ha Tek / House.
Goude 8 vloaz tremenet er Pasifig, krouer ar strolladoù NOMAD SOUL PROJECT ha KOSMOPOLITE MUSIC e Nouméa, dont a ra da Naoned evit kenlabourat gant RIBINES RECORDS.
Fenoz ‘neus fardet deoc’h un DJset Deep House kompozet gant arzourien evel Kollektiv Turmstrasse, Maribou State, French 79 ha kalz a reoù all…
Ur veajig egoramzel gant kensonegezhioù turkvaen.
Gall’ a rit selaou holl miksoù MØEBIUS gant MIXCLOUD !