SKOL AN EMSAV ER MIKRO #6 – An adimplij gant Nolwenn ha Daria

Nolwenn ha Daria : An adimplij e Roazhon
Stajidi ha stajiadezed Roazhon o deus kemeret perzh ar bloaz-mañ er c’henlabour etre Radio Naoned ha Skol an Emsav. An disoc’h ? Teir abadenn savet penn-da-benn gant an deskarded ha deskardezed, kronnikennoù, atersadennoù pe c’hoazh tutoioù enno. Un doare a-feson evito da zizoleiñ bed ar radio en ur ober. 
Un digarez eo bet ivez da eskemm gant brezhonegerien ha brezhonegerez Bro-Roazhon tro-dro sujedoù liesseurt.
Setu neuze abadenn Nolwenn ha Daria a ginnig deoc’h un abadenn diwar-benn an adimplij e Roazhon.
Trugarez da Virginie Pronost ha Morgane Lestig da vezañ respontet da atersadennoù an danvez kazetennerezed.

Sonerezh ar jenerik zo bet savet ha sonet gant Miss Ninóg.

Pellgargañ

Ribines Records : Dj Alpaïde

Gant ur sonerezh teñval ha desachus, an Dj Alpaïde a lako ac’hanoc’h da veajiñ betek harzoù e hollved arzel digor-mat.
Soner ha produer, klask a ra furchal en holl sevenadurioù, amzerioù hag en holl levezonoù tro-dro dezhañ evit kinnig deoc’h ur sonerezh breaké, stokadennet ha dañsus pe c’hoazh hunvreel.
Ur stlapadenn hag ur flouradenn eo.
Ar groove hag ar sioulder pe c’hoazh an trans hag an arvesterezh.

Pellgargañ